Guidobaldo II Della Rovere

Guidobaldo II della Rovere (Urbino 1514-1574 Pesaro) a oa dug Urbino. Mab e oa da Francesco Maria Iañ della Rovere ha d'e bried Eleonora Gonzaga della Rovere, ha ren a reas war-lerc'h e dad .

Guidobaldo II della Rovere, poltredet gant Angelo Bronzino.
Giulia da Varano, e bried kentañ, poltredet gant Tizian.
Vittoria Farnese (1521-1602), e eil pried.

E vuhez

kemmañ

En 1532 e kemeras perzh e kêr Venezia e dibunadeg ofiserien ar Republik, pa oa e dad e penn an arme. Da ugent vloaz, e vagas Guidobaldo karantez ouzh ur verc'h da Giordano Orsini met e dad a reas dezhañ dimeziñ da Giulia Varano, merc'h da aotrou Camerino.

En 1546, e koun ar servijoù rentet gant e dad d'ar Republik, e voe roet dezhañ ar garg a rener armeoù Venezia hag an titl a c'houarnour.

Mervel a reas e bried Giulia Varano d'an 18 a viz C'hwevrer 1547 da dri bloaz warn-ugent ; bloaz goude e timezas da Vittoria Farnese (1521-1602) d'ar 26 a viz Genver 1548.

Dimezioù ha bugale

kemmañ

Vittoria a zesavas ivez he nizez Clelia Farnese, merc'h d'he breur kardinal, Alessandro Farnese, ouzhpenn he merc'hed Isabella ha Lavinia[2].

Eñ an hini a c'houlennas digant al livour Tizian livañ Gwener Urbino en 1538.

Notennoù

kemmañ