Pier Luigi Farnese (Roma, 1503 – Piacenza, 1547) a oa ur priñs italian, mab d'ur pab ha condottiero kriz, kentañ dug Castro ha kentañ dug Parma, muntret en un irienn.

Pier Luigi Farnese

E vuhez

kemmañ

Mab e oa d'ar c'hardinal Alessandro Farnese, eus an tiegezh Farnese, a voe anvet da bab hag a renas evel Paol III, ha da Silvia Ruffini, un itron eus Roma. Ur c'hoar ha daou vreur en doe, Costanza, Paolo ha Ranuccio.

E Piacenza e veze graet « bastard ar pab » anezhañ gant e enebourien.

Skoliet e voe gant Baldassarre Malosso de Casalmaggiore, lesanvet Tranquillus, lenneg brudet. Difur e oa ar skoliadig, diaes d'ar mestr dont a-benn anezhañ. Troet e oa gant an emgannoù hag ar c'hreñvlec'hioù. Klasket e voe un dimeziñ mat dezhañ gant e dad kardinal, hag eurediñ a reas da Gerolama Orsini, merc'h da Ludovico, kont Pitigliano, e 1519, e Valentano. Pried devot ha feal e voe Gerolama, ha kustumiñ a reas ouzh oberoù kriz ha diroll he gwaz.

Ar soudard

kemmañ

Dimeziñ ha bugale

kemmañ
 
Gerolama Orsini, e bried.

Dimeziñ a reas da Gerolama Orsini, merc'h da Luigi Orsini, ha pevar bugel o doe:

Ur bastard en doa ivez:

Brudet e oa ivez e zoug d'ar baotred, ha penaos en devoa gwallet un eskob yaouank.