Gerolama Orsini
Gerolama Orsini, ganet e 1503 e Roma ha marvet en 1570 e Viterbo, a oa dugez Parma.
Merc'h e oa da Lodovico Orsini ha da Giulia di Giacomo Conti.
E 1519 e timezas, e Valentano, da Pier Luigi Farnese, ur mab bastard d'ar pab Paol III.
En eured e voe kanet kantikoù latin savet gant Baldassarre Malosso, eus Casalmaggiore, lenneg brudet ha kelenner Pier Luigi.
Ur vaouez deol ha vertuzius e oa, pa veze he fried o ren ur vuhez diroll.
He bugale
kemmañPemp bugel he doe gant Pier Luigi:
- Alessandro (1520), anvet da gardinal gant e eontr Paol III pa ne oa nemet 14 vloaz;
- Vittoria (1521), dimezet da Guidobaldo II della Rovere, dug Urbino;
- Ottavio (1524), eil dug Parma ha Piacenza;
- Ranuccio (1530), kardinal;
- Orazio (1532), eil dug Castro;
Mervel a reas da seizh vloaz ha tri-ugent, ha beziet e bez an tiegezh Farnese en Enez Bisentina, e lenn Bolsena.