Vittoria Farnese (1521-1602)

Ur pennad Vittoria Farnese zo ivez.

Vittoria Farnese (1521-1602) a oa dugez Urbino. Merc'h e oa da Pier Luigi Farnese ha Gerolama Orsini. Merc'h-vihan e oa d'ar pab Paol III.

Vittoria Farnese.

E miz Genver 1548 e timezas da Guidobaldo II della Rovere, dug Urbino, a oa intañv abaoe marv e bried kentañ, Giulia da Varano, goude bet dezho ur verc'h anvet Virginia.

He bugale kemmañ

Tri bugel he doe[1] :

Vittoria a zesavas he nizez Clelia Farnese, merc'h d'he breur ar c'hardinal Alessandro Farnese, ouzhpenn he merc'hed Isabella ha Lavinia.

Notennoù kemmañ