Livia della Rovere (Pesaro, 16 a viz Kerzu 1585 – eno, 6 a viz Gouhere 1641) a oa ur briñsez italian eus an tiegezh della Rovere, anezhi diwezhañ dugez Urbino (1599-1631).

Livia Della Rovere

He buhez

kemmañ

Merc'h henañ Ippolito della Rovere, markiz San Lorenzo in Campo, e oa. E dad a oa mab divastardet ar c'hardinal Giulio della Rovere, hag Isabella Vitelli, markizez dell'Amatrice. Ur breur he doa, Giulio, markiz San Lorenzo in Campo ha dell'Amatrice, ha peder c'hoar da vihanañ :

Un dugelezh

kemmañ

E 1570 e voe dimezet Francesco Maria II della Rovere, dug Urbino, da Lucrezia d'Este (1535 – 1598), merc'h da Ercole II d'Este, dug Ferrara. Ur gwall zimeziñ e voe : kalz koshoc'h e oa ar wreg eget an ozhac'h, naplezek e oa Francesco Maria, reiñ a reas e gleñved d'ar paourkaezh Lucrezia, ha divugel e chomjont.

Dispartiañ a rejont e 1578, hep gallout dizimeziñ avat. Distreiñ a reas Lucrezia da Ferrara, ma varvas e 1598.

He bloavezhioù diwezhañ

kemmañ

En em dennañ a eure Livia da Gastelleone, er palez della Rovere savet gant he zad. Mervel a reas eno e Gouhere 1641. Beziet e voe en iliz Pesaro gant menec'h ar c'h-Corpus Domini, hervez he youl[1].

Perc'hennez e oa d'ur bern oberennoù arzel.

Notennoù

kemmañ
  1. (it) Giovanna Solari, 22 Storie dei Duchi di Urbino tra il Sole e la Luna', Mondadori, Milano 1973, p. 389.