Dugelezh Ferrara
Dugelezh Ferrara (1471-1598), a oa ur stad emren en hanternoz Italia, dre vras en Emilia-Romagna a vremañ.
Dugelezh Ferrara | ||||
| ||||
Kêr-benn | Dianav | |||
Yezh(où) | Italianeg | |||
Gouarnamant | Monarkiezh | |||
Istor | ||||
- Krouet | 1264 | |||
- Aet da get | 1597 |
Istor
kemmañDucatus Ferrariae e deroù ar Grennamzer
kemmañKentañ meneg a gaver eus an Ducatus Ferrariae zo en 755 en amzer ar roue lombard Dider, hag e oa un darn eus douaroù an Iliz .
Gant ar pab e voe roet d'ar markiz Tedald Canossa, en 984, an dugelezh evitañ hag e ziskennidi, goude paeañ. Dont a reas diwezh an Tiegezh Canossa en 1115, pa varvas ar gontez Matilda Toskana, pe Matilda Canossa, tra ma oa Ferrara o tont da vezañ ur gumun war-lerc'h bout un dugelezh.
Eus kumun Ferrara da signoria an Tiegezh Este
kemmañKumun dieub e chomas Ferrara e-pad tost da 100 vloaz.
Krouet (pe adkrouet) e voe an dugelezh pa yeas Obizzo II d'Este da unpenn Ferrara e 1264. Embannet e voe unpenn Modena e 1288 ha Reggio e 1289. E 1452 ez eas ar familh d'Este da zuk Reggio ha Modena ha Ferrara a yeas d'un dugelezh e 1471. Pa varvas Alfonso II d'Este hep hêr ebet e 1597 e tremenas ar gêr da Stadoù ar Pab. Mirout a reas an Tiegezh d'Este Reggio ha Modena betek 1796.
Ferrara o vont da zugelezh
kemmañE 1471 eo e teuas ar markiz Borso d'Este (a oa dug e Modena ha Reggio abaoe 1452) a-benn da gaout an aotre digant ar pab Paol II da zougen ar gurunenn a zug e Ferrara, un tamm a-raok mervel.
Dugelezh Ferrara
kemmañWar-lerc'h Borso e renas
- Ercole Iañ d'Este (1471-1505)
- Alfonso Iañ d'Este (1505-1534),
- Ercole II d'Este (1534-1559)
- Alfonso II d'Este (1559-1598)