Matilda Toskana
Matilda Toskana, anavezet ivez evel Mathilde Briey pe Matilde di Canossa en italianeg abalamour d'he c'hastell, lesanvet la Gran Contessa "ar Gontez Veur" (war-dro 1046 - 24 a viz Gouhere 1115) a oa ur briñsez italian a orin frank, skoazellerez ar bibion e-pad Tabut an Anvidigezhioù (1075–1122).
Bez' e voe unan eus ar merc'hed a bouez en istor ar Grennamzer en Europa.
Buhez
kemmañMerc'h e oa d'ar markiz Bonifatius III Toskana ha da Veatris Loren ; he mamm a oa merc'h da Frederig II, dug Lotaringia Uhel ha da Vatilda Swabia.
E 1071 e timezas da C'hodefroid III an Tort († 1076), Dug Loren-Izel, hag en 1089 da Welf II Bavaria, met dizimeziñ a reas en 1095.
E 1077 eo e porzh he c'hastell e Canossa e voe graet pinijenn gant Herri IV an Impalaeriezh Santel p'en em gavas gant ar pab Gregor VII.
Kontez Briey (Briey) e oa ivez ha diazezerez abati Orval.
E 1115 e varvas Matilda. Kaset e voe he c'horf da Roma ha beziet e penniliz Sant-Pêr e-kreiz ar XVIIvet kantved.