Beatris Loren

Beatris Loren, pe Beatris Bar ( Béatrice de Bar e galleg), marvet en 1076, a voe, dre he dimezioù, markizez Toskana, goude-se dugez Lotaringia Izel. Eil merc'h an dug Frederig II Loren, a oa dug Lotaringia Uhel ha kont Bar, ha Matilda Swabia e oa he mamm.

Beatris en un dornskrid eus Kronik Domnizo. Lenn a c'haller : "D et Deus in claris cameris tibi stare Beatrix."
Ur skeudenn all gwenn ha du a weler amañ: here
Siell Beatris war un donezon da iliz San Zeno e Verona e 1073.

Pa varvas he breur Frederig III Loren e voe savet Beatris hag he c'hoar Sofia Bar gant he moereb Gisela Swabia, a oa pried an impalaer Konrad II . En 1037 e voe dimezet da v-Bonifatius III Toskana (war-dro 052), Dug-meur Toskana. Tri bugel o doe:

Drouklazhet e voe Bonifatius III en 1052, ha diwar-se e voe lakaet da ren e stadoù he fried da c'hortoz he mab da vout en oad. Met pa varvas he mab e tistroas da Lotharingia-Izel. En 1054 e timezas d'he c'henderv, Godefroy II († 1069), dug Lotharingia-Izel, hep aotre an impalaer Herri III, abalamour ma oa en em savet Godefroy II meur a wech a-raok hag e krede ne vije ket bet roet aotre ebet dezhañ.

Ha setu Henri III da skrapañ Beatris hag he merc'h Mathilde.

Goude marv Godefroy e tistroas Beatris da Doskana, ma skoazellas ar pab Gregor VII da stourm ouzh ar Sarrasined hag an Normaned.

LiammoùAozañ