Frederig II (Loren)
(Adkaset eus Frederig II Loren)
Frederig II, ganet war-dro 995, marvet war-dro 1026, a oa kont Bar ha dug Loren, war un dro gant e dad, hag a varvas war e lerc'h.
Mab e oa da Thierry Iañ Loren, kont Bar ha dug Lotaringia-Uhel ha da Richilde Lunéville.
Kenren a reas gant e dad en dugelezh adalek 1019. Pa varvas an impalaer Herri II (impalaer santel) en 1024 en em savas a-enep an impalaer nevez, Konrad II, war-un dro gant Ernest II, dug Swabia. A-benn ar fin e plegas d'e anzav da impalaer. Mervel a eure e 1026.
Dimezet e oa da Matilda Swabia (980 † 1031), a oa merc'h da Herman II Swabia , dug Swabia, ha da Gerberga Bourgogn, a oa c'hoar da Gisela, pried d'an dug Herri II Bavaria.