Herman II († 4 a viz Mae 1003) a oa dug Elzas ha dug Swabia eus 997 betek e varv en 1003, war-lerc'h marv e dad. Mab e oa da Konrad Iañ Swabia ha da Richlinde, a oa merc'h d'an impalaer Otto Iañ.

E 1002 e klaske bezañ impalaer santel hag e kemeras kêr Strasbourg a oa savet an eskob Wizelin a-du gant Herri III Bavaria, dug Bavaria. Rannet e voe Elzas ha Swabia gant Herri evit galloud derc'hel an dugelezh.

Dimeziñ a reas Herman da Gerberga Bourgogn. Pemp bugel o doe: