Gregor VII
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh tro 1015/1020 Toskana
Dilennet da bab 22 a viz Ebrel 1073
Tronidigezh 30 a viz Even 1073
Dibenn e baboni 25 a viz Mae 1085
Roma (Italia)
En e raok Aleksandr II Leon IX
War e lerc'h Viktor III
Eneppab Klemañs III
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Gregor VII (e latin: Gregorius VII), Ildebrando Aldobrandeschi de Soana e anv-tiegezh, ganet e-tro 1015 ha marvet d'ar 25 a viz Mae 1085 e Roma, a oa bet dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 22 a viz Ebrel 1073. E-penn mare ar reform Gregorian ez eo Gregor VII
Lakaet eo bet da sant.


A orin eus ur familh aotrouien vihan eus Toskana e oa Ildebrando. Yaouank e oa pa voe kaset da vanac'h da Roma. Buan a-walc'h e teuas da vezañ chapalan Gregor VI, ur pap reformour tost anezhañ eus doareoù Clunysian (Manati Cluny, e Bourgogn) da welet ar relijion. Pa varvas Gregor VI e voe anvet Leon IX da bab. Aze e pignas Ildebrando e hierarkiezh an Iliz Roman. Anavezet e oa evit bezañ ur reformour taer en e zoare da welet bed an Iliz. Ret e oa disaotrañ anezhi eus breinadurezh ar re lik, ar Simoniezh (koñvers kargoù an dud a Iliz) hag an Nikolaouriezh (dimeziñ an dud a Iliz ha treuskas o c'hargoù d'o bugale goude). War-lerc'h un tamm mat eus e vuhez tremenet o kuzuliañ un heuliad a bibien e voe dilennet da bab an Iliz katolik roman d'an 22 a viz Ebrel 1073. Dindan gwask pobl Roma e voe kaset Ildebrando da bab, spi un den feal da gomzoù ar C'hrist, hag ur gwir reformour ennañ. Kemer a reas anv Gregor VII, e memor da Gregor Iañ.


Ur pab c'hoant dezhañ "divreinañ" an Iliz

kemmañ

E kement lec'h a veze gwelet gantañ, e kase d'ar strad an trafik kargoù. Diskarget e vez ur bern eskibien "breinet" gant ar Simoniezh. Mont a ra betek tagañ roue Bro-C'hall, Fulup 1añ, pe Dug Normandi, Gwilherm II. Beajiñ a ra er bed Kristen a-bez da ziskargañ eskobet Simoneg anezho, pe dimezet. Kreskiñ a ra ivez an niver a enebourien dezhañ moarvat! Herri IV, impalaer roman ha german (1056–1106) a wele d'un doare fall ur paour-kaezh briz-aotrou pap o lakaat e fri e aferioù an Impalaeriez. E 1075, bloavez dilenn Gregor VII e voe muntret eskop Milano gant pobl ar c'hêr. Breinet betek re e oa an eskop hervez ar bobl, hag asantet e voe ar muntr gant Gregor VII. Pad all, ne voe ket asantet tamm ebet gant Herri IV, rak Milano a oa ur gêr dindan beli an Impalaeriezh, hag eñ n'oa lakaet an eskob e plas. Setu deroù ur brezel sivil e Milano, 10 bloaz padet dezhi.

Emgann ar galoud etre Gregor VII hag Herri IV

kemmañ

Oa ket ur bloaz e oa bet kaset Gregor VII da bab m'en devoa an impalaer war e chouk. Dister e oa roll ar pap en a-raok fin an XI vet kantvet, e ne oa ket an impalaer gwall challet da ziskargañ ur pap torr-penn d'an nebeutañ. E fin ar bloavez 1075, ec'h anzavas Gregor VII an "Dictatus Papae. Er c'hoñsil-mañ e voe lakaet ur galloud a-us d'ar re all (memes d(an impalaer) d'ar pab. Ur bloaz war-lerc'h, evit respont d'ar c'hoñsil-se, e galvas an Impalaer hini Worms. Diviz a reas gant eskobet Germania eskomunugañ Gregor VII eus an Iliz katolik roman. A-raok pell e voe graet ar memes tra gant Gregor VII: skarz a reas an impalaer eus korf an Iliz. Buan tre, e rankas an noblañs Germanad diviz da heuliañ unan pe egile, ha darn vrasañ anezho a choazas ar pab. Emsavadegoù e leiz a voe neuze kaset da-benn gant aotrouien an impalaeriezh Roman German a-enep d'o impalaer. E 1077, e voe Herri IV rediet da vont da belerinaj evit adkavout e galloud, a kas an eskomunugenn pouner anezhi war e gein d'an anaon. Mont a reas betek Canossa e Italia da gejañ ouzh ar pab a da skarzhañ e eskomunugenn kuit. Deuet e oa Gregor VII a-benn da lakaat den kreñvañ Kornog Europa da blegañ d'e reform. Pez e krede sur mat, met e 1080 e kasas Herri IV ur arme da lakaat seziz war Roma. Kas ar reas un eneppab, Klemañs III war gador Sant-Pêr. Dilennet voe neuze un enepimpalaer gant Gregor VII... An darvoudoù-se, diposupl anezho da gavout un diskoulm a c'hell bezañ komprennet peogwir n'e oa ket posupl d'an Impalaer kaout gallout hep anvel eskobet am Impalaeriezh. Mont a rae an eskobet dilennet gantañ da reiñ galloud dezhañ war tachennoù pec'hennet gant ar brinsed German. Ouzhpenn da-se, e teue e binvidigezh eus an tailhoù dastummet war douaroù e Eskobet. Ma n'eo ket eñ barrek ken da zilenn e eskobet dezhañ: N'en devo galloud ebet ken.

Fin an trubuilhoù

kemmañ

Eskumunuget e voe Herri IV un eil gwech gant Gregor VII, hag ur wech c'hoazh e rankas an impalaer plegañ dindan gwask e aotrouien. Mervel a reas Gregor VII bloaz war-lerc'h, e 1085, goude bezañ cheñchet meur a dra en Iliz Katolik. E adreizhoù a gasas ar pab a-us da biramidenn an Iliz hag ar Gristeniezh. Skarzhet e voe un darn vat eus an eskibien lakaet anezho e plas gant an aotrouien en Europa a-bezh, ha kreñvaet a-galz e voe galloud ha mestroniañ an Iliz war douaroù ar Gristeniezh. Tud feal dezhi e pep eskopti, pe dost...