Worms
Worms zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Rheinland-Pfalz en Alamagn. Emañ war lez ar Roen, etre Ludwigshafen ha Mainz. E dibenn 2014 e oa 81 010 a dud o chom enni.
Deiziad krouiñ | 1añ kantved kt JK |
---|---|
Anv ofisiel | Worms |
Anv er yezh a orin | Worms |
Stad | Alamagn |
Kêr-benn eus | Rouantelezh Kentañ ar Vurgonded, Roman Catholic Diocese of Worms |
E tiriad | Rheinland-Pfalz |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
War ribl | Roen |
Daveennoù douaroniel | 49°37′55″N 8°21′55″E |
Penn an aotrouniezh | Adolf Kessel |
Ezel eus | Bund der Lutherstädte, Kevredad evit an hin, Mayors for Peace, City diet Rhineland-Palatinate |
Perc'henn war | Wormatia-Stadion, Herrnsheimer Schloss |
A zo stok ouzh | Alzey-Worms, Bad Dürkheim (district), Rhein-Pfalz, Landkreis Bergstraße |
Prizioù resevet | European City of the Reformation |
Kod-post | 67547, 67549, 67550, 67551 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.worms.de |
Kod pellgomz an takad | 06241, 06242, 06246, 06247 |
Kod plakenn varilh | WO |
Istor
kemmañUnan eus kêrioù koshañ Alamagn eo Worms, pa gaver meneg anezhi da vare ar Gelted gant an anv Borbetomagus, aet da Vormatia diwezhatoc'h, a-raok amzer ar Romaned, hag ar c'hreñvlec'h savet gant Drusus en 14 kent JK.
Anavezet eo ivez dre ma'z eus meneg anezhi e deroù Kan an Nibelungen, ur meurgan alamanek eus an XIIIvet kantved. Ur mirdi, anvet Nibelungenmuseum a oa bet digoret e kêr e 2001.
Brudet eo Worms ivez dre ma voe Martin Luther o tifenn e gredenn dirak ur vodadeg eno e 1521.
Monumantoù
kemmañAnavezet eo an iliz-veur Sant Pêr, eus an XIvet ha XIIvet kantved, unan eus an teir iliz-veur romanek vras a zo en Alamagn, gant hini Mainz ha hini Speyer. Ur sinagogenn, distrujet e 1938 hag adsavet e 1961, hag ur c'harter yuzev bras a rae eus Worms (Wermajze, ווירמייזא e yiddish) ur greizenn a bouez evit ar sevenadur yuzev en Alamagn gwechall.
Kêrioù gevellet
kemmañGevellet eo Worms gant ar c'hêrioù-mañ :
Liammoù diavaez
kemmañ- Lec'hienn ofisiel (de) (en)