Ercole Iañ d'Este (1431-1505), dug Ferrara adal 1471 betek 1505, a voe un den a-bouez en istor an Azginivelezh italian, evel politikour ha gwarezour an arzourien. Mab e oa da Niccolò III d'Este ha da Ricciarda da Saluzzo. Dimeziñ a reas da Eleonora di Napoli, ha pemp bugel o doe.

Ercole I d'Este
Grossone arc'hant Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara .

Istor kemmañ

Savet e voe Ercole e lez aragonat Napoli, e-kichen danvez e dad-kaer Ferdinando Iañ Naplez, adal 1445 betek 1460. Eno e studias arz ar brezel, ar varc'hegiezh, hag e savas ennañ ar garantez ouzh an disavouriezh hag an arzoù.

E-pad ma voe e zaou vreur bastard Leonello ha Borso o ren e Ferrara e vrezelias evel kabiten. Gloazet e voe e droad en emgann ar Molinella. Kamm e teuas da vezañ, diwar-se e veze graet "ar C'hamm" (Il Ciotto, pe Lo Zoppo) anezhañ gant e enebourien eus Venezia.

Dug kemmañ

Anvet e voe da zug war-lerc'h marv e hantervreur Borso d'Este d'an 20 a viz Eost 1471.

Dimeziñ a reas da Eleonora, merc'h da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez. Pemp bugel o doe:

Besterd en doa an dug ivez, en o zouez

  • Giulio, a gemeras perzh en un irienn gant Ferrante, a-enep d'o breur an dug Alfonso Iañ
  • Lucrezia d'Este (1477- 1518), a zimezas e 1487 da Annibale II Bentivoglio (1467–1540) e Bologna, ha dek bugel o doe.

Oberenn kemmañ

Lañs a roas d'an armerzh en e zouaroù, skoazellañ an arzourien, hag aozañ abadennoù c'hoariva. Adsevel a reas kreiz Ferrara gant an tisavour Biagio Rossetti (1447-1516) adalek 1490: ar wech kentañ e voe d'ober straedoù eeun en Europa, ma lavarer e oz Ferrara an hini a oa kentañ kêr vodern Europa.


Envel a reas ar barzh Matteo Maria Boiardo da vinistr, gwareziñ a reas Pandolfo Collenuccio , harluet eus Pesaro, degemer a reas ar barzh yaouank Ludovico Ariosto e lez Ferrara.

Brezel gant Venezia kemmañ

Bec'h a veze etre Ferrara ha Venezia a glaske kreskiñ he galloud ha ren war marc'had an holen. Abalamour da se e reas Brezel Ferrara e 1482 ouzh Venezia, ha skoazellet e voe gant ar pab Sist IV d'ar poent.

Gant Peoc'h Bagnolo e 1484 e rankas Ercole leuskel douaroù gant Venezia: ar Polesine ha Rovigo.


Sonerezh kemmañ

Goude ma kollas ar brezel en doa renet a-enep Venezia hag ar pab e reas berzh gant ar sonerezh. Lakaat a reas sonaozourien brudetañ an amzer da labourat evitañ, evel Alexander Agricola, Jacob Obrecht, Heinrich Isaac, Hadrian Willaert ha dreist-holl Josquin Desprez, a savas ar Missa Hercules Dux Ferrariae, dediet dezhañ ha diazezet war silabennoù e anv. Ercole, hag un nebeud priñsed all, eo a reas da sonerien Flandrez dont da Italia.


War e lerc'h kemmañ

E vab Alfonso d'Este, dimezet da Lucrezia Borgia, merc'h ar pab, a voe dug war e lerc'h.

En e raok
Borso d'Este
Ercole Iañ d'Este
Dug Ferrara
Dug Modena ha Reggio
War e lerc'h
Alfonso Iañ d'Este

Levrioù kemmañ

  • Chiappini, Luciano (2001). Gli Estensi. Mille anni di storia.
  • Gardner, Edmund G. (1904). Dukes and Poets in Ferrara: a Study in the Poetry, Religion and Politics of the Fifteenth and Sixteenth Centuries.
  • Gundersheimer, Werner L. (1973). Ferrara, the Style of a Renaissance Despotism.
  • Lockwood, Lewis (1984). Music in Renaissance Ferrara, 1400-1505: The Creation of a Musical Center in the Italian Renaissance.
  • Macey, Patrick (1998). Bonfire Songs: Savonarola's Musical Legacy. Oxford: Clarendon Press. ISBN 0-19-816669-9.
  • Rosenberg, Charles M. (1997). The Este Monuments and Urban Development in Renaissance Ferrara.
  • Tuohy, Thomas (1996). Herculean Ferrara: Ercole d'Este, 1471-1505, and the Invention of a Ducal Capital.