Ludovico Sforza

(Adkaset eus Ludovico il Moro)
Ludovico Sforza, poltred gant ???.
Ludovico Sforza, poltred gant Giovanni Ambrogio de Predis.

Ludovico Maria Sforza Dug Milano (Ludovico il Moro, "ar morilhon") (27 a viz Gouere, 145227 a viz Mae, 1508), a oa unan eus gwazed brudet an tiegezh Sforza eus Milano, en Italia, e dibenn ar XVvet kantved.

Mab e oa da Francesco Sforza, ha brudet e oa evel gwarezour Leonardo da Vinci hag arzourien all. Il Moro a veze graet anezhañ dre ma oa teñval liv e groc'hen.

Ganet e oa Vigevano, e Lombardia a vremañ.

Dimeziñ a reas e miz Genver 1491 da Beatrice d'Este (1475–1497), merc'h yaouankañ Ercole Iañ d'Este (1431–1505), dug Ferrara. Div eured a voe war un dro: breur Beatrice, Alfonso d'Este, a oa o timeziñ da Anna Sforza c'hoar da Gian Galeazzo Sforza. Gant Leonardo da Vinci e oa bet aozet ar fest.

C'hoar Beatrice hag Alfonso, Isabella d'Este (1474–1539), a zimezas da Francesco II Gonzaga, markiz Mantova.

Un toullad mat a serc'hed en doa Lodovico. Cecilia Gallerani a oa an hini vrudetañ. Ur mab he doe er bloavezh en-eeun ma timezas gant Beatrice d'Este. Krediñ a reer eo hi a zo poltredet e taolenn Leonardo da Vinci Itron an Erminig. Loen ardamezek Ludovico il Moro e oa an erminig.

Pa voe muntret Galeazzo, breur henañ Ludovico, e 1476, e voe kurunennet e niz seizh vloaz, Gian Galeazzo Sforza. Met Ludovico a gemeras penn gouarnamant Milano, da c'hortoz ken na vije e niz en oad d'ober e labour dug, goude ma oa bet klasket mirout outañ. Pa varvas Gian Galeazzo e 1494 e voe kinniget ar gurunenn da Ludovico avat gant noblañsed Milano d'an 22 a viz Here.

Er memes bloavezh e alias ar roue gall Charlez VIII a Vro-C'hall, hag an Impalaer santel roman, Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel (1459 † 1519) da lakaat o fri en aferioù Italia, c'hoant gantañ c'hoari etre an daou ha dastum ar gounid : evel-se eo e krogas brezelioù Italia.

Ne droas ket an traoù evel a garje e vijent bet, enep dezhañ e oa troet ar C'hallaoued, ma'z eas Ludovico a-du gant o enebourien, ha ma roas e nizez Bianca da bried da Vaksimilian. Gant se e voe anavezet evel dug gant an impalaer.

Da gentañ e voe faezhet ar C'hallaoued en emgann Fornovo e 1495, ma voe graet kanolioù gant 70 tonennad arem a oa da Leonardo da ober un delwenn. A-benn ar fin e voe skarzhet Ludovico eus Milano gant ar roue gall nevez, Loeiz XII a Vro-C'hall, e 1499.

Gwerzhet ha prizonietAozañ

E 1500 edo ar roue gall o lakaat seziz war Novara, ma edo Ludovico o chom neuze. Goprsoudarded suis a oa en div arme. Ne felle ket dezho en em gannañ etrezo. Hag int da guitaat an emgann. Ludovico a voe gwerzhet d'ar C'hallaoued e miz Ebrel 1500, ha mervel a reas en ur gell e kastell Loches e Touren.

Ur soudard a voe kondaonet diwezhatoc'h d'ar marv gant ar Suised: eus Uri e oa, hag anvet Hans Turmann. Hennezh, emezo, en devoa trubardet Ludovico evit arc'hant.

E vab dugAozañ

Goude e voe adsavet dugelezh Milano da reiñ da Massimiliano Sforza, mab Ludovico.

Liammoù diavaezAozañ