Galeazzo Maria Sforza
Galeazzo Maria Sforza (Fermo, Marche, 24 a viz Genver, 1444 – 26 a viz Kerzu, 1476, Milano ) a oa dug Milano adal 1466 betek e varv.
E dud
kemmañMab e oa da Francesco Sforza, ur jeneral kamarad da Cosimo de' Medici, ha da Bianca Maria Visconti. Dont a reas da vout dug pa varvas e dad d'an 8 a viz Meurzh 1466, d'e 22 vloaz.
Dimezioù
kemmañEr bloavezh-se en-eeun e timezas da verc'h markiz Mantova, Loeiz III Mantova, Dorotea Gonzaga (1449-1467) a varvas bloaz goude, d'ar 24 a viz Ebrel 1467, e Pavia.
En 1468 ec'h addimezas da Bona di Savoia (1449-1485), merc'h da Loeiz Iañ Savoia, dug Savoia, ha da Anne de Lusignan.
Brud en doa da vout gwarezour d'an arzoù evel Sforza, ha da vezañ kriz ha didruez ha merc'hetaer. Lazhet e voe dar 26 a viz Kerzu 1476 en iliz Santo Stefano e Milano.
Muntridigezh Galeazzo Maria Sforza
kemmañTri den a oa oc'h iriennañ a-enep Galeazzo Maria Sforza: Carlos Visconti, Gerolamo Olgiati ha Giovanni Andrea Lampugnani, holl ofiserien uhel e lez Milano.
Lampugnani, un den a renk uhel eus Milano, a oa gwelet evel aozer ar muntr. Dizemglev a oa etre Galeazzo Maria hageñ diwar-benn douaroù, abaoe ma oa bet kollet gant an tiegezh Lampugnani un darn vras eus e zouaroù abalamour da Galeazzo Maria Sforza. Visconti hag Olgiati a vage droug ouzh an dug ivez : Olgiati a oa republikan a galon ha Visconti en devoa kasoni ouzh Sforza dre m'en devoa kemeret gwerc'hded e c'hoar.
Goude bezañ studiet boazioù ha monedoneoù an dug e stagas an iriennerien gant o labour en deiz war-lerc'h Nedeleg, en 1476, da zeiz Santo Stefano, hag iliz ar sant a dlee a oa al lec'h dibabet da gas o zaol da benn-vat. Un tregont mignon dezhe a oa gante pa oa an tri ofiser o c'hortoz an dug en iliz a-raok an oferenn. Pa zegouezhas Galeazzo e taoulinas Lampugnani dirazañ, e lavaras un nebeud gerioù, hag e savas trumm da reiñ taolioù kontell, en traoñ e gof, en e vruched. An dug a c'harmas, hervez un test, Orfeo Cenni da Ricavo : Io son morto! (« marv on! »). Olgiati, Visconti hag ur mevel da Lampugnani a zegouezhas neuze da ivez da skeiñ gant an dug. Buan e varvas Galeazzo, hag an holl vuntrerien da skampañ kuit. Lampugnani avat ne gave ket e hent hag a oa paket e rideozioù an iliz, ma voe lazhet gant gwarded Galeazzo. Tapet e voe e gorf gant an engroez ha stlejet dre gêr, skourjezet, kannet, ha skourret dre e dreid dirak e di. En deiz war-lerc'h e voe dibennet ar c'horf, ha dizornet: troc'het e voe e zorn dehou outañ, dre ma en devoa douget ar gontell, devet, ha lakaet war ziskouez[1].
Heuliadoù
kemmañDimezioù ha bugale
kemmañ- Eus e zimeziñ gant Dorotea Gonzaga ne voe bugel ebet.
- Eus e zimeziñ gant Bona di Savoia e voe pevar bugel:
- Gian Galeazzo Sforza (1469-1494) a voe dug war-lerc'h e dad, hag a zimezas da Isabella di Napoli (1470-1524)
- Ermes (1470-1503) , a voe markiz Tortona
- Bianca Maria Sforza (1472-1510) a zimezas e 1493 d'an impalaer Masimilian Iañ
- Anna Maria Sforza (19 a viz Gouhere 1473 - 30 a viz Du 1497) a zimezas da Alfonso I d'Este, dug Ferrara, d'ar 17 a viz Genver 1491.
- Ouzhpenn-se e oa tad ivez d'un toullad besterd:
- Chiara (1467-1531), a zimezas d'ar c'hont Pietro dal Verme di Sanguinetto, aotrou Vigevano, hag e 1488 da Fregosino Fregoso, aotrou Novi Ligure
- Carlo (1461-1483) a voe kont Magenta hag a zimezas en 1478 d'ar gontez Bianca Simonetta
- Caterina Sforza (war-dro 1463-1509), merc'h d'ar gontez Lucrezia Landriani
- Alessandro (1465-1523) a voe aotrou Francavilla Bisio hag a zimezas war-dro 1490 da Barbara Balbiani di Valchiavenna
- Chiara (1467-1531), a zimezas d'ar c'hont Pietro dal Verme di Sanguinetto, aotrou Vigevano, hag e 1488 da Fregosino Fregoso, aotrou Novi Ligure
- Ottaviano (1477-war-dro 1541) a voe eskob Lodi hag Arezzo
- Galeazzo (1478-1515) a voe kont Melzo.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (it) Mauro Colombo (2005). L’assassinio del duca Galeazzo Maria Sforza. Storia di Milano. Kavet : 6 a viz Mae 2007.