Bianca Maria Visconti

Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !


Bianca Maria Visconti (Settimo Pavese, 31 a viz Meurzh 1425 - Melegnano, 28 a viz Here 1468, a oa merc'h da Filippo Maria Visconti, dug Milano, ha da Agnese del Maino. Dimeziñ a reas da Francesco Sforza, ha dugez Milano e voe-hi eus 1450 da 1468.

Bianca Maria Visconti, poltredet gant Bonifacio Bembo (Milano, Pinacoteca di Brera)

He buhez

kemmañ

Ganet e oa Bianca Maria Visconti e-kichen Settimo Pavese, d'an 31 a viz Meurzh 1425. Merc'h bastardez e oa da Filippo Maria Visconti, dug Milano, diwezhañ Visconti a renas e Milano, ha da Agnese del Maino (Agnès du Maine gant ar C'hallaoued), an hini nemeti a voe karet biskoazh gant an den abaf ma oa Filippo. Agnese a oa merc'h da Ambrogio del Maino, un den uhel a gêr Milano. Dimezell e oa Agnes gant gwreg Filippo, Beatrice di Tenda. Ur verc'h all o doe, Caterina Maria pe Lucia Maria, ganet e Settimo ivez, e 1426, met mervel a reas prestik goude bout ganet.

D'he c'hwec'h miz e voe kaset Bianca Maria hag he mamm d'ur c'hastell a oa en Abbiate, ma oa bet kempennet ul lec'h eus ar bravaén dezho da chom. Alies e teue an dug da Abbiategrasso, ha souezhet e veze gant temz-spered Bianca Maria .

En Abbiategrasso e tremenas bugaleaj ha krennoad Bianca Maria hag eno e voe skoliet mat. Levrioù e-leizh a oa: an oberennoù latin klasel, romantoù e provaénseg ha galleg, levrioù skiant, kenkoulz evel skridoù en italianeg ar bobl, gant skrivagnerien toskanek dreist-holl. Evel he zad e kare ar c'hezeg ha chaseal war varc'h.

 
He gwaz, Francesco Sforza.

E 1430, pa oa 6 vloaz, e voe kefrisa da Francesco Sforza, condottiero eus an Tiegezh Sforza, a oa 24 bloaz koshoc'h eviti. Er bloavezh -se e oa echu d'ar c'h-condotta (kontrad) etre Milano hag eñ, hag ar gefrisa a oa un doare da zerc'hel ar jeneral stag ouzh Milano. Lavaret ez eus bet ivez e oa bet kendrec'het Sforza gant ar promesa da vezañ anvet hêr an dug. Asantién a reas ivez moarvat abalamour d'an trederannerezh pinvidik, gant douaroù en-dro da g-Cremona, Castellazzo ha Bosco Frugarolo. Sinet e voe ar c'hontrad-eured d'an 23 a viz C'hwevrer 1432 e kastell Porta Giovia, annez ar re Visconti e Milano. Eno e oa paeron Bianca Maria, Andrea Visconti, jeneral Urzh an Humiliates. N'oar ket sur e oa deuet na Bianca Maria nag he mamm: hervez skridoù kozh ne voe gweladennet kêr ganti nemet pa voe en oad da zimeziñ. Er bloavezhioù war-lerc'h e klaskas Filippo Maria terriñ an dimeziñ gant Sforza dre ziv wech : e 1434, pa oa aet an danvez-pried a-du gant ar pab Eujen IV ha pa voe kaset da vrezeliñ ouzh Milano, e voe skoulmet darempred gant Carlo Gonzaga, mab markiz Mantova.

 
Bianca Maria Visconti, Dugez Milano, gant he mab Galeazzo Maria Sforza, evel Gwerc'hez Vari ha Mabig Jezuz.

Ar gaoz da zimeziñ Bianca Maria da Leonello d'Este, markiz Ferrara, Modena ha Reggio, ne voe nemet un arnod politikel da rediañ Sforza da zilezel e emglev gant Republik Venezia a-enep Milano. Evit se ez eas Bianca Maria da Ferrara e miz Gwengolo 1440, he c'hentañ beaj eus Abbiategrasso. Met aner e voe hec'h arnod da glask rediañ Sforza da gemm e emgevioù ha distreiñ a reas Bianca Maria d'he c'hastell e miz Ebrel 1441.


Francesco Sforza

kemmañ

D'ar 24 a viz Here 1441 e voe euredet Francesco Sforza ha Bianca Maria Visconti en abati San Sigismondo e Cremona, e-lec'h bezañ en iliz-veur Milano, abalamour ma oa kavet re zañjerus.

He bugale

kemmañ

Bianca he doe eizh bugel, c'hwec'h mab ha div verc'h:

Levrlennadur

kemmañ
  • (it) Daniela Pizzigalli, La signora di Milano: Vita e passioni di Bianca Maria Visconti, Rizzoli 2000
  • (it) Caterina Santoro, Gli Sforza. La casata nobiliare che resse il Ducato di Milano dal 1450 al 1535, Lampi di Stampa 1999
  • (it) Lila Jahn, Bianca Maria duchessa di Milano, Milano, Garzanti, 1941
  • (it) Winifred Terni de Gregory, Bianca Maria Visconti duchessa di Milano, Bergamo, 1940