Beatrice di Tenda
Beatrice di Tenda, Beatrice Lascaris di Ventimiglia (Tenda, ~1372 – Binasco, 13 Gwengolo 1418) a oa ur briñsez italian.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Anv e yezh-vamm an den | Beatrice di Tenda |
Anv-bihan | Béatrice |
Anv-familh | Lascaris, de Tende, Cane |
Titl noblañs | duchess, countess |
Deiziad ganedigezh | 1372 |
Lec'h ganedigezh | talvoud dianav |
Deiziad ar marv | 13 Gwe 1418 |
Lec'h ar marv | Binasco |
Abeg ar marv | dibennañ |
Tad | Ruggero Cane |
Pried | Facino Cane, Filippo Maria Visconti |
Micher | brientin |
Relijion | Katoligiezh |
Buhez
kemmañGanet e oa e Tenda e Provañs war-dro ar bloaz 1372, merc'h Pietro Balbi Lascaris, kont Tenda, hag e bried Poligena, a ziskenne eus unan eus skourroù an tiegezh impalaerel bizantat Lascaris dre hanterouriezh Eudossia Lascaris merc'h da Deodoros II Lascaris, imperatore di Nicea ha gwreg Guglielmo Pietro, kont Ventimiglia.
Kentañ pried a voe dezhi e voe ar c'hondottiero Facino Cane (1360-1412) a skrapas an dimezell eus kastell he zad kent he c'has gantañ en e vrezelioù, ha Beatrice ne voe ket hep kemer perzh ha ne chomas ket hep en em gannañ.
War-lerc'h intañveziñ ec'h addimezas e 1412 gant Filippo Maria Visconti (1392-1447), dug Milano, a oa 20 vloaz yaouankoc'h egeti. Evel argouroù e tegasas a Beatrice 4 000 dugad aour ouzhpenn douaroù bras[1].
E 1418 e voe tamallet gant he gwaz da vezañ avoultrez. Anzav a reas, goude bout gwasket ha jahinet, ma voe kondaonet ha dibennet e kastell Binasco, gant he serc'h (gwir pe faltaziet) d'an 13 a viz Gwengolo 1418.
-
Lascaris di Ventimiglia
-
Visconti
Hêrezh
kemmañ- Gant he buhez ez eo bet awenet Vincenzo Bellini a skrivas ur reuzc'hoari, Beatrice di Tenda, e 1833, tennet eus al levr heñvelanvet gant Carlo Tedaldi Fores e 1825.
- D'an 13 a viz Mezheven 1869 e voe dediet dezhi ur maen e Castello Sforzesco Milano[2]