Facino Cane
Facino Cane (1360 - 16 a viz Mae 1412) a oa ur c'h-condottiero italian er XIVvet kantved.
E vuhez
kemmañGanet e oa e Casale Monferrato en un tiegezh uhel. Deskiñ a reas micher an armoù gant Otto, dug Brunswick-Grubenhagen a-enep Charles of Durazzo, e 1382. Da 26 vloaz e teuas da vout condottiero evit an tiegezh Scaliger ha diwezhatoc'h evit Carraresi. E 1387 e voe gopraet gant Teodoro II, Markiz Montferrat, war un dro gant 400 marc'heg, en ur brezel a-enep Tiegezh Savoia.
Er brezel ne glaske nemet pinvidikaat ha pinvidikaat e soudarded war un dro, hag evit se e oa prest d'ober ar gwashañ hag ar skrijusañ oberoù ha da lakaat ar bobl da c'houzañv ar brasañ poanioù.
Se zo kaoz e voe dic'hopret gant Teodoro e 1397. Neuze ez eas Facino Cane gant tud Carrara, hag e 1401, gant ar re Visconti. E 1400 en doa krouet un tamm aotrouniezh evitañ e Borgo San Martino. A-benn 1404 e oa mestr ivez war Alessandria, Novara ha Tortona.
E 1402, pa varvas dug Milano Gian Galeazzo Visconti, e teuas da vout gwir vestr an dugelezh.
Mervel a reas Facino e Pavia e 1412: addimeziñ a eure e intañvez Beatrice di Tenda d'an dug nevez Filippo Maria Visconti, a oa ugent vloaz yaouankoc'h, hag en devoa prometet d'ar brezelour diwall e intañvez. Un argouroù eus ar bravañ a dapas evel-se, arc'hant e-leizh, ha kêrioù ha soudarded Facino ouzhpenn. Hag un toullad bloavezhioù goude e kavas digarez da zibennañ e wreg.
Notennoù
kemmañ- Rendina, Claudio (1994). I capitani di ventura (in italianeg). Roma : Newton & Compton.