Lucrezia Landriani
Lucrezia Landriani (ganet war-dro 1440), a oa pried ar c'hont Gian Piero Landriani, ha serc'h dug Milano. Mamm e oa da Caterina Sforza[1],[2],[3].
He buhez
kemmañN'ouzer ket piv e oa he zud.
Hervez ar poltred anezhi gant Domenico Veneziano e oa ur gaer a veleganez, lagad glas ha dremm fin dezhi[4].
Dont a reas da vout pried-kleiz an dug Galeazzo Maria Sforza (1444-1476).
Pried-kleiz an dug
kemmañLucrezia a zeuas da vout serc'h an dug Galeazzo Maria war-dro 1460, pa oa en he 16 vloaz. Eñ a oa mab da Francesco Sforza, dug Milano, ha da Bianca Maria Visconti, dugez Milano, ha pennhêrez an Tiegezh Visconti. Galeazzo Maria a voe dug pa varvas e dad d'an 8 a viz Meurzh 1466.
He bugale
kemmañPevar bugel da vihanañ he doe gant an dug, ha daou gant ar c'hont he fried.
Gant a dug he doe:
- Carlo Sforza, kont Magenta (1461- 9 a viz Mae 1483), a zimezas da Bianca Simonetta (marvet e 1487), ha div verc'h o doe,
- Angela Sforza (1479- 1497), hag Ippolita Sforza (1481-1520).[5]
- Ippolita a zimezas da Alessandro Bentivoglio, bugale o doe, en o zouez ur verc'h, Violante, a zimezas d'ur c'h-condottiero, Giovanni Paolo Iañ Sforza, mab bastard da Ludovico il Moro Sforza ha Lucrezia Crivelli.
- Caterina Sforza, itron Imola, kontez Forlì (deroù 1463- 28 a viz Mae 1509), a zimezas teir gwech.[5], hag a voe mamm d'ar c'h-condottiero Giovanni dalle Bande Nere.
- Chiara Sforza (1467- 1531), a zimezas div wech
- da gentañ da b-Pietro, kont Verme di Sanguinetto, aotrou Vigevano,
- da c'houde da Fregosino Fregoso, aotrou Novi, ha bugale o doe[6].
- Alessandro Sforza, aotrou Francavilla (1465-1523), a zimezas da Barbara dei Conti Balbiani di Valchiavenna, hag ur verc'h o doe, anvet Camilla[7].
Daou vugel he doe gant he fried Gian Piero:
- ur mab, Piero Landriani, a voe aotrou kreñvlec'h Forlimpopoli;
- hag ur verc'h, Bianca Landriani, a zimezas da d-Tommaso Feo, aotrou kastell Ravaldino ha breur-kaer da gCaterina Sforza.
Bugale Lucrezia a voe anavezet hervez al lezenn, ha savet e lez an dug ,[8] a-gevret gant bugale gwreg Galeazzo, Bona di Savoia. Met fiziet e voent en o mamm-gozh, Bianca Maria Visconti. Brudetañ ha speredekañ bugel Galeazzo ha Lucrezia e oa Caterina, a voe kelennet en arzoù an diplomategezh hag ar brezel gant he mamm-gozh. Kement-se a oa ezhomm d'ober en aergelc'h politikel Italia ar XVvet kantved, a oa itrikoù, trubarderezh, muntroù, en abeg d'ar c'hendamouez dizehan a veze etre keodedoù ha levierien ar stadoù. D'ar 26 a viz Kerzu 1476 e voe kontellataet Galeazzo Maria Sforza en iliz San Stefano e kêr Milano, ma varvas diwar an taolioù. E vab, ha hini e wreg Bona di Savoia, Gian Galeazzo Sforza, a voe dug Milano war e lerc'h.
N'ouzer ket pegoulz e varvas Lucrezia Landriani .
Notennoù
kemmañ- ↑ A History of Milan Under the Sforza, gant Cecilia M. Ady, embannet gant Edward Armstrong, New York: G.P. Putnam's Sons; London: Metheun and Company, 1907, pennad 109
- ↑ http://www.Genealogy.euweb.cz/Sforza/Sforza.
html - ↑ http://www.Worldroots.com., gant Leo van de Pas
- ↑ http://www.Kleio.org/en/history/famtree/sforza/html, by Maike Vogt-Luerrsen.
- ↑ 5,0 ha5,1 http://www.Genealogy.euweb.cz/Sforza/Sforza.html
- ↑ http://www.Genealogy.euweb,cz/Sforza/Sforza.html
- ↑ http://www.Genealogy,euweb.cz/Sforza/Sforza.html
- ↑ Biography of Caterina Sforza, Countess of Forli, www.Worldroots.com, gant Leo van de Pas