24 Genver
deiziad
(Adkaset eus 24 a viz Genver)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
kemmañ- 1862 : Bukarest zo lakaet da gêr-benn Roumania.
- 1908 : gant Robert Baden-Powell eo krouet emsav ar Skouted.
- 1924 : dont a ra Petrograd (Sankt Peterbourg bremañ), da vezañ anvet Leningrad.
- 1945 : gant soudarded eus an Unaniezh Soviedel eo dieubet kamp-bac'h Auschwitz-Birkenau, e Polonia.
- 1976 : peñse an eoullestr Olympic Bravery en Eusa. Lanv du miz hanter war-lerc'h.
- 1992 : kondaonet eo an embregerezh Amoco Corp. da baeañ 1 045 milion a lurioù d'ar Stad c'hall ha 212 milion a lurioù d'ar Sindikad kemmesk.
Ganedigezhioù
kemmañ- 76 : Hadrianus (Publius Aelius Traianus Hadrianus), impalaer roman.
- 1712 : Frederig II pe Frederig Veur, roue Prusia adalek 1740 betek e varv.
- 1739 : Jean Nicolas Houchard, milour ha jeneral gall.
- 1746 : Gustav III, roue Sveden.
- 1776 : E.T.A. Hoffmann, skrivagner ha sonaozer alaman.
- 1787 : Christian Ludwig Brehm, pastor hag evnoniour alaman.
- 1815 : Thomas Gee, mouller ha saver ar gelaouenn gembraek Y Faner.
- 1899 : Louis L'Hévéder, kelennour matematik, politikour sokialour, kuzulier aondisamant (Pont-Skorf), kuzulier-departamant er Mor-Bihan, kannad eus ar Mor-Bihan, anvet er C'huzul Boadel gant Renad Vichy e miz Genver 1941, er Vinic'hi[1].
- 1916 : Rafael Caldera, prezidant Venezuela.
- 1917 : Ernest Borgnine, aktour amerikan.
- 1928 : Michel Serrault, aktor gall.
- 1940 : Joachim Gauck, prezidant Alamagn.
- 1941 : Neil Diamond, kaner-sonaozer stadunanat.
- 1950 : Daniel Auteuil, aktor gall.
- 1959 : Michel Preud'homme, melldroader etrebroadel ha gourdoner belgiat.
- 1961 : Nastassja Kinski, aktourez alaman ha merc'h Klaus Kinski.
Marvioù
kemmañ- 41 : Caligula (Gaius Iulius Caesar Germanicus), trede impalaer roman etre 37 ha 41.
- 817 : Stefan IV, pab.
- 847 : Serj II, pab.
- 1920 : Amedeo Modigliani, livour ha kizeller italian.
- 1965 : Winston Churchill, politikour saoz, Kentañ Ministr ar Rouantelezh Unanet.
- 2004 : Leônidas, melldroader etrebroadel ha gourdoner brazilian.
Lidoù
kemmañ- Sent an deiz :
- sant Mornod, diskibl da sant Herve (VIvet kantved)
- sant Denwal, diskibl da sant Padrig (Vvet kantved)
- sant Kado
Notennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993