Caius Caesar Germanicus, lesanvet Caligula, e oa an trede impalaer roman , gourniz hag advab d'an impalaer Tiberius. Ren a reas war-lerc'h e dad eus 37 da 41. Ganet e oa bet er bloavezh 12 en Antium (Anzio en Italia hiziv) ha marvet e 41 e Roma. Treiñ foll a reas e kreiz e garg. Pa grede e oa doue e urzhias ma vije kondaonet meur a zen d'ar marv a-raok bezañ muntret gant gwarded ar pretordi.

Caligula
Delwenn Calligula livet evel ma oa d'ar mare-se goude studiadenn ar roudoù pentur adkavet.
Caligula, penn ha bruched Iañ kantved.

Bugaleaj

kemmañ

Mab e oa Caligula da Germanicus ha da Agrippina an Henañ, hag int kendirvi-vihan. Adalek e zaou vloaz e tremenas e vugaleaj e kampoù al lejionoù e Germania gant e vamm pa oa e dad o wareziñ harzoù an impalaeriezh. Setu penaos e tapas al lesanv Caligula (eus al latin Caliga = botoù ar soudarded, Caligula = botoù bihan, ar re douget gantañ).
Mont a reas gant e dad Germanicus da Siria, er bloavezh ma varvas eno, marteze war urzh Tiberius. Pa zistroas ac'hano e vevas gant e vamm da gentañ met harluet e voe-hi, ha goude gant Livia, e vamm-gozh-you, a varvas e 29. Neuze ez eas da chom gant e vamm-gozh, Antonia hag e palez Tiberius en Enez-Capri pa oa 19 vloaz.
Taer e oa e dro-spered pa gemere plijadur oc'h arvestiñ ouzh boureviadenn ar re gondaonet. Mont a rae da verc'heta koulz ha da baotreta ha plijout a rae dezhañ kenañ sevel war al leurennoù da c'hoari ha da zañsal.
Er bloaz 33 e timezas gant Junia Claudilla Silana. Da augur ha da veleg-meur Roma (pontifex maximus) ez eas da c'houde. Dre hanterouriezh gwreg Makro, prefed ar pretordi, e reas un emglev gantañ ha marteze en deus harpet Caligula soudarded Makro evit muntrañ Tiberius.

An impalaer frankizour

kemmañ

Pa varvas Tiber e 37 e oa degemeret mat e warlerc'hiad, mab da Germanicus a oa bet haroz ar bobl. Douget gant al levenez e tivizas ar Sened ez afe Kaligula da impalaer dre ziverkañ mellad testamant Tiber a roe d'e c'hourniz all Tiberius, ar genhêrezh. Tomm e chomas ar bobl ouzh e impalaer yaouank pa reas enorioù d'e vamm ha d'e dad, d'e genderv, d'e eontr, Glaoda ha d'e c'hoarezed. Nullañ a reas kondaonidigezhioù, klask a reas gwellaat ar justis ha lemel a reas tailhoù. Pediñ a reas ar senedourien hag ar varc'hegerien da bredoù bras ha aozañ a reas c'hoarioù er sirk gant gladiatored ha c'hoarerien.

Follentez ha krizded

kemmañ

Hervez an holl testenioù deuet betek ennomp, e oa foll Caligula. N'eus nemet Plinius Kozh ha ne lar ger a se. N'ouzer ket avat pe ret eo kompren se evel ur skeudenn pe gwir eo e oa foll hervez ster ar medisinerezh. Ha diaes eo digejañ ar fedoù gwirion eus ar vojenn.
Sur eo e kemmas e demz-spered a-daol-trumm, marteze diwar ur c'hleñved, hag e reas traoù a c'hall lakaat da grediñ en e follentez. Evit kadarnaat an impalaeriezh en doa krouet Aogust kehelerezh awen an impalaer (Genius Augusti). Desavet gant servijerien egiptat (gourmab bihan e oa da Mark Anton, pried ar rouanez egiptat Kleopatra) e krede Kaligula e doue an Heol hag e lavare bezañ e enkorfadur. Ar re na blegent ket diouzhtu dirak e doueelezh a veze kaset d'ar marv. Kas a reas d'ar marv e genderv, Tiberius, e dad-kaer, e genderv all, Ptolemaus ha miliadoù a dud. Goulenn a rae ma vije lazhet an dud ar goustadikañ ar gwellañ. Lavaret a rae alies : Oderint, dum metuant (Ra vagint kasoni gant m'o do aon dirazon).

Adminios, aet da glask tabut gant e dad Cunobelinos, roue ar Gatuvellaoned ha an Drinobanted, e oa aet da glask sikour gant Kaligula, o brometiñ sujidigezh an Drinobanted. An impalaer e savas un arme e Gesoriacum, a-hervez he lakas da dennañ gant taolerezed-mein etrezek ar mor, e tastumas kregin war an aod, hag e embannas e oa deut a-benn diouzh ar Mor.

Medisinerezh

kemmañ

Klasket ez eus bet displegañ e oberoù drema oa foll ha kavout abeg e follentez: droug-empenn, drougsant, pe meningitis. Hervez Philo Alexandria, Josephus ha Seneca e oa aet foll Caligula abalamour d'ar vuhez a rene[1],[2] Hervez Seneca e krogas da vout lorc'hus, tagnous, hek, rok, pa voe lakaetda impalaer, ha g implij a ra e oberoù da genteliañ e lennerien .[3]. Josephus a skiv eo ar galloud a reas dezhañ krediñ eoa doue.

Muntr an impalaer diroll

kemmañ

E-touez prefeded ar pretordi hag ar frankizidi uhelañ e oa savet un irienn evit lazhañ un den ken dañjerus evit ar re a laboure gantañ. Goulenn a reas Cassius Cherea, pennmilour ur bagad eus ar pretordi, enor an obererezh hag e tic'houzougas e vestr en e balez e Roma (Meurzh 41).

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Philo Alexandria, On the Embassy to Gaius XIII
  2. Seneca the Younger, On the Firmness of the Wise Person XVIII.1; Seneca the Younger, On Anger I.xx.8
  3. Seneca the Younger, On the Firmness of the Wise Person XVII-XVIII; Seneca the Younger, On Anger I.xx.8
   An Impalaerien roman   
Tierniezh Jul-ha-Klaod
En e raok :
Tiberius
(14 - 37)
Caligula
(37 - 41)
War e lerc'h :
Glaoda Iañ
41-54
Heuliad Henroma