Kadog

sant brezhon
(Adkaset eus Sant Kado)

Kadog e Breizh (pe Kadoù, pe Kado, pe Kadeg), pe Cadog e Kembre (pe Catwg a-wechoù, Catwg Ddoeth e skridoù Iolo Morgannwg), a vije bet ganet war-dro 497[1], pe e Morgannwg pe e Powys, a oa ur manac'h hag ur sant brezhon, diazezer abati Llancarfan e Morgannwg war-dro 518, en ur vro a vo anvet Kembre diwezhatoc'h.

Delwenn da Sant Kadou, e Belz.

Gerdarzh

kemmañ

Savet eo e anv diwar ar wrizienn « kat », da lavarout eo kad, gant un dibenn « og » a gaver e kemend-all a anvioù (Madoc, Caradoc, ...) troet pe da « ou», pe da « eg » .

Istor ha mojenn

kemmañ

Anavezet eo e vuhez diwar daou vuhezskrid, savet gant daou vanac'h, eus abati Llancarfan o-daou, hag a skrivas pep a vuhezskrid e latin.
An eil, a voe savet en XIvet kantved gant ar manac'h Lifris, hag egile diwezhatoc'h gant Caradog Llancarfan, met n'haller ket fiziout warno gwall galz. N'o devoa ken c'hoant ar venec'h nemet da vrudañ o sant, ha ne sellent ket a dost ouzh gwirionez an istor.

Anv zo enne eus ar Roue Arzhur.

Mab e oa, a zo bet skrivet, da Gwynllyw (Gundleus e latin), roue Gwynllwg e kreisteiz Kembre, ur roue preizher hag a oa e penn ur vandennad 300 den, hag a oa breur da Sant Pedrog, sant Bodmin ha Kerne-Veur, enoret e Lopereg. E vamm Gwladus a oa merc'h d'ar roue Brychan, eus Brycheiniog, a oa bet skrapet gant Gwynllyw. A-hervez e teuas ar roue Arzhur da glask kompezañ an traoù etre ar skraper hag e dad-kaer.

Nac'h a eure kemer penn armeoù e dad dre ma felle dezhañ en em gannañ evit Jezuz-Krist. Hervez ar vojenn e oa bet laeret gant ar roue Gwnllyw ur vuoc'h a oa d'ar manac'h iwerzhonat Sant Tathyw, ha pan eas Tathyw da c'houlenn ma vije daskoret e vuoc'h dezhañ e tivizas ar roue Gwynllyw roiñ e vab dezhañ da zeskiñ war ar marc'had. Savet e voe e Cadoc e Caerwent e kontelezh Menoe gant Tathyw.

Sevel a reas abati Llancarfan war-dro 518, ha treuziñ Mor Breizh da vont da Vro-Gwened. Mont a reas betek Palestina, en em gavout gant ar pab, ha mont da eskob Benevento en Italia. Lazhet e voe en e iliz-veur gant Barbared.

E Kembre

kemmañ

Unan eus sent brudet Kembre eo. A-bouez bras e voe abati Llancarfan rak eno eo e voe stummet menec'h brudet evel Brandan ha Maloù. E anv a gaver e Llangadog.

E Breizh

kemmañ

Bevet en dije evel penedour en enez Sant Kado, e stêr an Intel, gant ar manac'h Gweltaz, deuet ivez eus Kembre.

Chapelioù zo bet lakaet en e anv e Belz, Lokoal-Mendon, Sant-Karadeg-Tregonvael e Bro-Gwened, hag e Gouenac'h, Sizun, Banaleg ha Molan e Kerne. En un 30 anv-lec'h bennak e kaver e anv. Brudet eo da bareañ an dud vouzar.

Lidet e vez d'an 22 a viz Gwengolo ha d'an 23 a viz Genver e Kembre.

Lec'hanvadurezh diwar e anv

kemmañ

Kadog hag ar rouaned

kemmañ

Bec'h en doe gant ar roue Arzhur, hervez e vuhezskrid latin. Div wech eo meneget anv ar roue, un den meur, kalonek. A-bouez eo ar meneg hervez ar re a glask war-lerc'h gwrizioù istorel mojenn Arzhur

Diouzh bloaziad ar Vita Cadoci, un tamm a-raok 1086, e c'haller lavarout e ro un testeni eus ar roue Arzhur hag a zo distag diouzh savidigezh ar vojenn gant Jafrez Menoe. Er vuhezskrid ez eus anv ivez eus Maelgwn Hir ap Cadwallon, roue Gwynedd, hag eus Rhain Dremrudd, eus Brycheiniog.

E skridoù zo diwar-benn mojenn Arzhur eo lakaet Cadoc, a-gevret gant Ildud, da unan eus an tri marc'heg a zo o tiwall ar Gral.

Cadoc ha Benevento

kemmañ

War-dro dibenn ar buhezskrid e weler Cadoc kaset eus Enez Vreizh (de terra Britannie) en ur goumoulenn betek Beneventum. Eno ez eus ur priol en ur manati a glev anv eus donedigezh ur Brezhon eus ar c'huzh-heol a zo da vezañ anvet Sophias . Evel Sophias eta eo e teu Cadoc da vout abad, eskob, ha merzher.

Ur mell iliz, magna basilica, a voe savet war e vez ha ne veze ket lezet ar vretoned da vont enni. Hag ur pab "Alexander" a faltazi a zo kaoz anezhañ er skrid.

Cadoc hag ar manatioù

kemmañ
 
Iliz Sant Cadoc

Pa voe deuet bras e nac'has Cadoc kemer penn arme e dad, gwelloc'h gantañ en em gannañ evit Jezuz-Krist evit-doare. Avielañ a reas kreisteiz Kembre ha konadoù zo eus Breizh. Ur peniti en doa savet e Llancarfan, e kreisteiz Kembre, hag a deuas da vout ur manati a bouez, ma veze desket an dud a iliz, ken na voe diskaret war-dro 1086 pan erruas an Normaned er vro[2].

Ur manati all a vije bet savet gantañ e Llanspyddid, 3 c'hardlev er c'huzh-heol da Aberhonddu. Lakaet ez eus bet ilizoù all war e gont e Dyfed, Kerne-Veur, ha Breizh. War-dro 528, goude marv e dad, e vije aet da Skos, ha savet en dije ur manati e mein nepell diouzh 'Mount Bannauc' a vije ar menez er mervent da gêr Stirling, ma red ar stêr ouzh e droad.

Lavaret ez eus bet edo ar manati el lec'h m'emañ kêr Saint Ninian bremañ, un hanterlev er c'hreisteiz da Stirling.

Pirc'hirin

kemmañ

Beajour e oa Kadog, ha mont a reas da birc'hirinañ da Jeruzalem ha da Roma. E-kerzh e veajoù eo e c'hoarvezas Sened Llanddewi Brefi hag evit-doare en doa bet keuz bezañ war an hentoù d'ar mare-se.

Ur sell disheñvel

kemmañ

Displegañ a ra Albert Deshayes en e levr Dictionnaire des prénoms celtiques embannet e 2000 (pp70–71), e vez mesket daou sant : Sant Kadog (Catmael, Gadog, Kadog, Kadeg, Kadoù, Kado...) a lenner diwar e-benn a-us ha Sant Kado ur manac'h en dije graet e annez war un enezenn eus parrez Belz. Skarzhet en dije an naered diouzh an enezenn a-raok krouiñ ur skol evit bugale ar vro. Evit aesaat an treizh betek an enezenn en dije savet ur chaoser o lakaat an diaoul d'ober al labour hervez mojennoù ar vro.

Ar sant-se eo en dije roet e anv da Sant-Kado e parrez Banaleg, Sant-Kado e parrez Molan ha Sant-Kado e parrez Sant-Karadeg-Tregoñvael. Meur a chapel a zo gouestlet dezhañ. N'eo enoret, war a seblant, nemet e kornôg Bro-Wened hag en ul lodennig eus Kerne tost.

En anv a vefe emdroadur lec'hel Catuod deuet da vezañ Cadvoz, Cadoz ha Cado. Kavout a reer ennañ Cat (emgann, kad) ha bod (laouenidigezh).

Enoret e vez d'an 21 a viz Gwengolo pa vez lidet ar sant all d'ar 24 a viz Genver.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Strayner, Joseph R., ed. Dictionary of the Middle Ages (New York: Charles Scribner's Sons, 1983) p. 6
  2. Kinniget eo ar bloaziad-se gant J. S. P. Tatlock, "Caradoc of Llancarfan," Speculum 13, 144-45.


Liammoù diavaez

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • E.G. Bowen Saints, seaways and settlements in the Celtic lands (Gwasg Prifysgol Cymru, 1969)
  • Albert Deshayes Dictionnaire des prénoms celtiques (Le Chasse-Marée/ArMen ,2000)