An Intel

kumun ar Mor-Bihan

An Intel a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kiberen e departamant ar Mor-Bihan.

An Intel
An Intel gwelet eus an oabl
An Intel gwelet eus an oabl
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Étel
Bro istorel Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Kiberen
Kod kumun 56055
Kod post 56410
Maer
Amzer gefridi
Guy Hercend
2014-2026
Etrekumuniezh An Alre Kiberen Douar Atlantel
Bro velestradurel Bro an Alre
Lec'hienn Web (fr)Lec'hienn an ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 2 053 ann. (2020)[1]
Stankter 1 180 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 39′ 30″ Norzh
3° 11′ 58″ Kornôg
/ 47.6583333333, -3.19944444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 5 m
bihanañ 0 m — brasañ 17 m
Gorread 1,74 km²
Lec'hiañ ar gêr
An Intel

Douaroniezh

kemmañ

XIXvet kantved

kemmañ
  • Krouet e voe ar gumun d'an 20 a viz Gouere 1850 diwar ul lodenn eus kumun an Ardeven[2].

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 107 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 4,46 % eus he foblañs e 1911[3].

Korventenn 1930

Eil Brezel-bed

  • E Sankenn an Oriant edo ar gumun; dieubet e voe an Intel d'an 12 a viz Kerzu 1944 gant ar 94vet Rannlu Troadegiezh SUAat dindan urzhioù ar Jeneral Fortier, pezh a rannas Sankenn an Oriant e div lodenn[6].
 
Ar "Bar Breton", anvet "Café Breton" gwechall
  • Da 8 eur noz d'ar 7 a viz Mae 1945 e oa bet sinet kodianañ an Alamaned a oa o terc'hel Sankenn an Oriant er Café Breton en Intel; an arsav-emgann a voe sinet gant ar c'horonal Borst en anv al lu alaman, ar c'horonal Keating en anv al lu Suaat hag ar c'horonal Joppé en anv al lu gall[7]; lakaet e voe da dalvezout da 00.01 d'an 8 a viz Mae.
  • Mervel a reas 21 den abalamour d'ar brezel[8].

Tarzh-meur an Intel

  • 1958: d'an 3 a viz Here e voe klasket gant Alain Bombard diskouez efedusted ar vagig-dreistvevañ bet ijinet gantañ en ur vont ouzh tarzh-meur an Intel, ar vag a eilpennas, beuzet pevar den eus he bourzh, hag ar vag-saveteiñ Vice Amiral Schwerer II a reas memes mod, gant pemp martolod beuzet[9].

Brezelioù didrevadennañ

  • Mirdi an Dounetaerion[11].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
An iliz katolik
  • Iliz katolik Sant Pêr ha Sant Paol.
  • Monumant ar re varv er vered, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[12],[13]. Dioueliet e voe d’an 12 a viz Du 1922, luc’hskeudennoù[14].
  • Plakenn ar Rezistanted marvet en emgannoù an dieubidigezh e dibenn miz Eost 1944, luc’hskeudenn[15].
  • Plakenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudenn[16].

Armerzh

kemmañ
  • 81 vag-chaluter a voe er porzh da vuiañ, ha 26 kokaniour; e 1963 e voe degaset 21 600 tonenn a besked gant pesketourion an Intel betek porzhioù ar Meurvor Atlantel, d'ar c'houlz-se e oa ar porh ar pevare hini eus ar Frañs a-bezh hervez ar pesketa pesked; e 1964 e voe pourchaset skorn 548 gwezh d'ar bigi-chaluter gant al labouradeg-skorn, da lâret eo e voe kenderc'het 12 700 tonenn skorn[17].

Emdroadur ar boblañs

kemmañ

abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

abaoe 1851

kemmañ


[18]

Melestradurezh

kemmañ
 
An ti-kêr
Roll maered ar gumun
Mare Anv Strollad Karg
2014 → bremañ Guy Hercend
2006 2014 Joseph Nigen
1991 2006 Rémi Guillevic
1989 1991 Michel Le Nabat
1977 1989 Michel Le Corvec
1957 1977 Eugène Ezanno
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. (fr)Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 14
  3. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  4. (fr)Lucien Gourong
  5. (fr)Mirdi an Dounetaerion
  6. (fr)Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 603
  7. (fr)Ouest-France, 7 a viz Mae 2010
  8. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  9. (fr)ORTF
  10. (fr)memorialgenweb - Monumant ar re varv
  11. (fr)Lec'hienn ar mirdi
  12. (fr)Memorial Genweb
  13. (fr)Memorial Genweb
  14. (fr)Université de Lille
  15. (fr)Memorial Genweb
  16. (fr)Memorial Genweb
  17. (fr)Atersadenn Michel Le Leuch, kadoriad ar gevredigezh Autrefois Etel, Michel Perrin, istorour ar mirdi, ha Grégory Nabat, animatour er mirdi, Ouest-France, d'ar Meurzh 30 a viz Ebrel 2013
  18. (fr)EBSSA
  19. (fr)Atlas français de la coopération décentralisée et des autres actions extérieures, Ministère des affaires étrangères



 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.