Gwynllŵg

(Adkaset eus Gwynllwg)

Gwynllŵg (anavezet evel Wentloog e saozneg) a oa ur rouantelezh vrezhon e gevred Kembre ar Grennamzer.

Anvet eo diwar-lerc'h ar roue Gwynllyw a renas war-dro dibenn ar Vvet kantved, hag a zo bet lakaet da sant.

Diwezhatoc'h e voe un aotrouniezh norman ha goude kantrev. Unan eus seizh kantrev Morgannwg e oa.

Gweledigezh Sant Gwynllyw, gant Sebastien Boyesen, e kêr Casnewydd, e gevred Kembre. Gwynllyw a oa roue Gwynllwg, ha sant brezhon, tad da Sant Kadou.

Douaroniezh

kemmañ

Diazezet e oa en izeldirioù etre ar stêrioù Rhymni ha Wysg hag en uheldirioù en hanternoz dezho. Ur rann e oa eus rouantelezh kozh Morgannwg kentoc'h eget eus hini Rouantelezh Gwent rak honnezh n'ae ket pelloc'h war-du ar c'huzh-heol eget ar stêr Wysg. Koulskoude, adalek al Laws in Wales Acts eus 1535-42, e voe staget ar c'hantrev ouzh ar re a oa er reter d'ober kontelezh Menoe istorel.

Orin Gwynllŵg zo e rouantelezh Glywysing. Dont a ra hec'h anv eus ar roue Morgannwg, etre kantrev Senghennydd er c'huzh-heol ha Rouantelezh Gwent er reter, oc'h emastenn eus aod Mor Hafren betek torgennoù kentañ Brycheiniog.

Wentloog ha Sant Woolos

kemmañ

Aotrouniezh norman

kemmañ

Prestik goude 1090 e kouezhas ar vro etre krabanoù an Norman Robert fitz Hamo, fel Arglwydd Morgannwg.

Notennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • R. R. Davies, Conquest, coexistence and change, Wales 1063-1415 (Rhydychen, 1987)
  • J. E. Lloyd, A history of Wales from the earliest times to the Edwardian conquest (Longmans, 3ydd arg., 1937)