Banaleg

kumun Penn-ar-Bed

Banaleg zo ur gumun e Bro Gerne e Kanton Molan, e departamant Penn-ar-Bed, e mervent Breizh. Penn kanton e oa betek 2015.

Banaleg
Kreiz ar vourc'h.
Kreiz ar vourc'h.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bannalec
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Banaleg (betek 2015)
Molan (abaoe 2015)
Kod kumun 29004
Kod post 29380
Maer
Amzer gefridi
Yves André
2008–2020
Etrekumuniezh Kemperle Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 5 707 ann. (2022)[1]
Stankter 74 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 56′ 00″ Norzh
3° 41′ 45″ Kornôg
/ 47.933333, -3.695833
Uhelderioù bihanañ 22 m — brasañ 172 m
Gorread 77,51 km²
Lec'hiañ ar gêr
Banaleg
  • Bernard Tanguy (1990) : Plebs Banadluc, vers 1050; Banadlec, 1220; Banazlec, 1257, et vers 1330; Banazleuc, 1368; Banazlec, Baznalec, 1398; Banazlec, 1536; e brezhoneg : Banleg.
  • Erwan Vallerie (1005) ː Plebs Banadluc, 1050; Bannadlauc, 1160; Banadloc, 1216; Banadloc, 1220; Banazlec, 1270; Banazloc, 1296; Banazleuc, 1368; Banazlec, Baznalec, 1398; Banazlec, 1516; Banadec, Banalec, 1636
  • Gerdarzh ː ul lec'h goloet gant banal / balan.

Ardamezioù

kemmañ
 
Geotet e vodig banal a deir bleunienn digor en aour ; e gab en erminoù karget gant ur greskenn en gul.
  • Aozer: Yves Clerc'h
  • Diviz-kêr: 4 a viz Ebrel 1979
  • An hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) da Rieg a dreuze Banaleg[2].
  • Nac'het e voe an distaoliadeg roueel eus miz C'hwevrer 1676 ouzh daou zen eus Banaleg, Jacques Le Trouadec, beleg, ha Jean Le Roy, goude Emsavadeg ar Bonedoù ruz[3] .
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e parrez Banaleg gant Oury, person, hag e trev Trebale gant Le Mardy ha Le Dréau, kureed, ha gant Le Floc'h ha Le Calvez, beleion evit kofes[4].

Brezelioù[5]

kemmañ
  • 358 gwaz a varvas abalamour d'ar brezel, eleze 5,83% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Trevadennoù
kemmañ

Brezhoneg

kemmañ
  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1982.
  • E distro-skol 2024 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 153 skoliad (28,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[8]
  • D'ar 15 a viz C'hwevrer 2013 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
  • D'an 2 a viz Gouere 2014 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Intron-Varia ar Folgoad er vourc'h
  • Iliz katolik Santez Trifin e Trebale

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ

Tud bet ganet eno

kemmañ
  • 1888 ː Jean Bourhis ː nijer fuzuilher; eo bet trec'h meur a wec'h a-eneb Alamaned etre 1914 ha 1915; diskaret eo bet e-unan ar 14t Meurzh 1916, e-kichen Verdun.
  • 1962: Pascal Jaouen, brodour ha stilour.

Tud marvet eno

kemmañ

Arzourien bet awenet gant Banaleg

kemmañ

Ardamezeg familhoù Banaleg

kemmañ
 
L'Olivier
Aotrou Plessix
En argant e dreustell en gul, kaeliet en aour, eilet gant teir fempdiliaouenn en gul.

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • Bernard Tanguy ː Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses du Finistère. Chasse-Marée - ArMen. 1990
  • Erwan Vallerie ː Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, deiziad ebet, (e galleg), pajenn 17
  3. Arthur Le Moyne de La Borderie, La Révolte du Papier Timbré advenue en Bretagne en 1675, adembannet e Les Bonnets Rouges, Union Générale d'Éditions (dastumadeg 10/18), Pariz, 1975 (e galleg).
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52
  5. Monumant ar re varv
  6. Memorial Genweb
  7. Pertes USAAF Finistère
  8. Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019