Thomas Gee
Thomas Gee (24 Genver 1815 – 28 Gwengolo 1898) a oa ur prezeger protestant kembreat, kazetenner, embanner ha mouller.
Ganet e voe e Dinbych, e hanternoz Kembre. Da bevarzek vloaz e krogas da labourat e ti-moullañ e dad, met kenderc’hel a reas da vont d’ar skol war un dro.
E 1837 ez eas da Londrez da beurzeskiñ ar vicher mouller ha distreiñ da Zinbych er bloavezh war-lerc'h evit plediñ gant e vicher e Gwasg Gee. Stagañ a reas ivez da brezeg en ur chapel bresbiterian. Anvet e voe da bastor presbiterian e Bala e 1847, ha diwar neuze e roas kalz amzer d’an Ysgol Sul (un doare katekiz, da Sul) ha d’ar stourm a-enep ar boeson.
E-touez an traoù embannet gant e di-moullañ e ranker menegiñ Y Traethodydd, kelaouenn gembraek an Iliz Presbiterian a zeue er-maez peder gwech ar bloaz, Y Gwyddoniadur Cymreig ("Encyclopaedia Cambrensis") ha geriadur saozneg-kembraeg Daniel Silvan Evans (1868), met e labour pennañ a-fet embann kembraeg e voe ar gelaouenn Baner Cymru ("Banniel Kembre"), savet e 1857 hag unvanet gant Yr Amserau ("An Amzerioù") daou vloaz war-lerc’h, da ober Baner ac Amserau Cymru.
Ur plas bras a gemeras ar gelaouenn-se e buhez Kembre ha kas a reas war-raok mennozhioù ar vrogarourien hag an emrenourien. Reiñ a rae Thomas Gee hag e gelaouenn skoazell d’al luskad Cymru Fydd. Stourm a reas evit ma vefe dispartiet ar Stad diouzh an Iliz anglikan ha stourm a reas ivez evit ma vefe savet skolioù distag diouzh an ilizoù. Daremprediñ a rae an Eisteddfodoù ingal. Pa varvas e 1898 e voe ur mor a dud o tont d’e obidoù.