Erminig

spesad mustelideged
Erminig


Kudenn ebet (LR/lc)

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Mustelidae
Iskerentiad : Mustelinae
Genad : Mustela
Anv skiantel
Mustela erminea
Linnaeus, 1758
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


An erminig, pe kaerell-wenn, (Mustela erminea) a zo ur bronneg e kerentiad ar mustelideged.

Deskrivadur

kemmañ

Ur c'higdebrer bihan eo na ya ket da vrasoc'h eget 30 cm. Debriñ a ra konikled, krignerien, bronneged bihan, evned hag o vioù, pesked, raned hag amprevaned. Ampart eo evit pignat er gwez ha diskenn a ra diwarno e benn en a-raok evel ur gwiñver.

Barrek eo an erminig da lazhañ anevaled brasoc'h egetañ. Pa chom kig war e breizh e vir anezho en ul lec'h kuzh. Evel ar mustelideged all e lazh e breizhoù dre zantañ diaz o c'hlopenn, lec'h m'emañ rann an empenn a gontrol an anal.

E meur a rannvro e rann e annez gant ar gaerell hag he deus an hevelep doare bevañ.

Bevañ a ra an erminig e rannvroioù klouar ha yen Europa, Azia hag Amerika an norzh. Degaset e oa bet e Zeland-Nevez da stourm ouzh ar c'honikled met noazus eo deuet da vezañ peogwir e hemolc'h evned ar vro ha debriñ o vioù. Daoust ma vev e rannvroioù yen en deus ur c'horf hir na vir ket mat an tommder. E gorf hir a ro tro dezhañ da heuliañ e breizhoù en o douarenn.

Gell eo e vlevenn a ya da wenn e-pad ar goañv er rannvroioù ma vez erc'h. Penn e lost a chom du a-hed ar bloaz avat. E implijout a ra evel un touell ouzh e breizherien moarvat.

Doare bevañ

kemmañ

Difenn a ra e dachennad ouzh izili all e spesad, dreist-holl ar re eus an hevelep reizh. Meur a zouarenn en deus ar peurliesañ. Ne doull ket anezho, avat. Kemer a ra anezho digant e breizhoù. En diavaez eus koulz ar parañ e vev en e-unan. Gouennañ a ra ur wech ar bloaz ha d'ar c'houlz-se ec'h a ar barez gant meur a bar. Ar re-se ne gemeront tamm perzh ebet e desavadur ar re vihan. Hir-tre eo an dougen (11 mizvezh) peogwir e vez ampellaet stagadenn ar grouell er mammog.

Un aneval-noz eo an erminig met gallout a ra mont er-maez diouzh an deiz ivez. Ober a ra gant e c'hwesha evit kavout e breizhoù.

Arouez hag ardamez

kemmañ
 
Itron an Erminig, livadur gant Leonardo da Vinci.

Er Grennamzer, a-raok ma vije deuet ar c'hizhier deus Bro-Ejipt, e veze doñvaet an erminigoù evit chaseal al logod hag ar razhed en tiez. Profet e oa ivez d'ar merc'hed.

Dibabet eo bet gant Anna Vreizh, hervez ar vojenn, evel arouez Breizh. Awenet he deus ger-ardamez Breizh "Kentoc'h mervel eget bezañ saotret".

He adkavout a reer er Gwenn-ha-du.

Liammoù diavaez

kemmañ

An erminig, Animal Diversity Web