Kaerell
| |||
---|---|---|---|
M. nivalis
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Mustela | ||
Anv skiantel | |||
Mustela nivalis Linnaeus, 1758 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar gaerell (lesanvet ivez ar buan, ar c'hoantig, pe Marc'harid-koant), (Mustela nivalis) zo ur bronneg, ezel bihanañ ar genad Mustela.
Annez
kemmañBevañ a ra ar gaerell e Norzhamerika, Azia hag Europa (nemet en Iwerzhon). Degaset eo bet da Zeland-Nevez.
Kredet ez eus bet ez aear boblañs amerikan d'ober ur spesad distag met dilezet eo bet ar vartezeadenn-se bremañ. He c'havout a reer e pradennoù, e strouezhegoù ha war vevenn ar c'hoadegoù dreist-holl.
Doareoù pennañ
kemmañUl loen moan lostek dezhañ pavioù berr eo ar gaerell evel an holl izili eus kerentiad ar mustelideged, ar pezh a ro tro dezhi da heuliañ he freizhoù en o douarenn. Sklaeroc'h eo he blevenn eget hini izili all he genad ha gwenn eo he c'hof. Er rannvroioù yen e c'hell mont da wenn penn da benn. Ne'z a ket en tu all da 23 cm.
Magadurezh
kemmañLogod a ya d'ober ar pep brasañ eus he boued (war dro 350 bep bloaz) met pa gav un neizhiad gedon bihan, n'eo ket evit mirout da lazhañ ha da zebriñ anezho.
Emzalc'h
kemmañEn hec'h-unan e vev ar gaerell en diavaez eus ar c'houlz embarañ. Gallout a ra ar parezed genel meur a wech bep bloaz pa vez trawalc'h a voued. Hemolc'hiñ a ra ar gaerell preizhoù kalz brasoc'h egeti, evel ar c'honikled.