Lucrezia Borgia
Lucrezia Borgia (Subiaco, 18 Ebrel 1480 - Ferrara, 24 Mezheven 1519) a oa merc'h da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol hag a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei.
C'hoar e oa da Cesare Borgia, a voe ivez kardinal, ha dug Valentinois ha Romagna. Daou vreur all he doa c'hoazh: Giovanni (pe Juan) ha Goffredo (pe Jofre).
Brudet e oa he c'hoantiz, hag he buhezegezh fall, a-hervez. Doujet e oa ivez abalamour d'he brud a bistrierez; koulskoude, ma veze implijet ar pistri en-dro dezhi n'eus prouenn ebet he dije kemeret perzh e muntr ebet en doare-se.
Ur benveg politikel e voe etre daouarn he zad hag he breur. Ne grogas da vevañ sioul nemet war-lerc'h he zrede dimeziñ.
Mervel a eure da 39 bloaz, war-lerc'h ganedigezh ur verc'h a varvas ivez.
He dimezioù
kemmañTeir gwech e timezas Lucrezia Borgia.
- e 1493, da gentañ da Giovanni Sforza, aotrou Pesaro, a voe rediet da asantiñ d'an torr-dimeziñ, graet gant ar pab, tad Lucrezia, e 1497. En ofisiel ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn. Ken feuket e oa Sforza ma krogas da embann e kouske he zad hag he breur e gwele Lucrezia.
- e 1498, da eil da Alfonso d'Aragona, dug Bisceglie, a voe lazhet gant Cesare Borgia er Vatikan e 1500; ur mab o doe;
- e 1501, da drede, da Alfonso Iañ d'Este, a voe dug Ferrara war-lerc'h marv e dad Ercole Iañ d'Este e 1505. E eil wreg e oa Lucrezia, pa oa bet dimezet Alfonso da Anna Sforza a-raok.
He bugale
kemmañ- Daou vugel he doe Lucrezia er Vatikan.
- Rodrigo Aragon, gant Alfonso d'Aragona,
- Giovanni Borgia (Infans Romanus), ha n'ouzer ket piv e oa e dad : hervez an teodadoù e c'halle bezañ pe ar pab, pe Cesare Borgia. Moarvat e oa ur c'hambrelan spagnol.
- C'hwec'h bugel o doe Alfonso ha Lucrezia, pevar anezho ne varvjont ket en bugel. En o zouez
- an hini a voe ar c'hardinal Ippolito II d'Este
- an hini a voe dug Ferrara, Ercole II d'Este.
Lennegezh
kemmañ- Lucrèce Borgia : reuzc'hoari gant Victor Hugo e 1833 .
Iskis
kemmañ- Lucrezia Borgia a oa an anv roet gant Buffalo Bill d'e fuzuilh.
Pennadoù kar
kemmañLiammoù diavaez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Bellonci, Maria. Lucrezia Borgia, 1939 (ISBN 2-87027-423-8)
- Bouflet, Joachim. Lucrèce Borgia, (ISBN 2-85616-929-5)
- Bradford, Sarah. Lucrezia Borgia: Life, Love and Death in Renaissance Italy (ISBN 0-670-03353-7)
- Chauvel, Geneviève. Lucrèce Borgia - La fille du pape, (ISBN 2-85704-629-4)
- Dumas, Alexandre. Les Borgia, 2005 (ISBN 2-7444-0601-5)
- Sarah Bradford. Lucrezia Borgia. Milano, Mondadori, 2005. (ISBN 88-04-55627-7)