Alesant VI
Alesant VI Pab an Iliz katolik roman | |
---|---|
| |
Ganedigezh | 1añ a viz Genver 1431 e Xàtiva |
Dilennet da bab | 11 a viz Eost 1492 |
Tronidigezh | 26 a viz Eost 1492 |
Dibenn e baboni | 18 a viz Eost 1503 |
En e raok | Inosant VIII |
War e lerc'h | Pi III |
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg | |
kemmañ ![]() |
Alesant VI (1431 - 1503) eo an anv a gemeras ar c'hardinal spagnol Rodrigo Lanzol Borja pa voe anvet da bab e 1492.
E anv gwir e oa Roderic de Borja, met kemer a reas ivez ar stumm spagnolek Rodrigo de Borja hag italianek Borgia. Mab e oa da Jofré Gil Llançol i Escrivà, ha da Isabel de Borja i Llançol, c'hoar da Alfonso de Borja, eskob Valencia, a deuas da vout kardinal ha pab evel Kallistus III e 1455.
E vugaleAozañ
Tri bugel en doe gant serc'hed ha n'ouzer ket o anvioù :
- Pedro Luis de Borja (1458-1488), kentañ Dug Gandia, marvet da dregont vloaz
- Isabella Borgia (1467-1547), marvet da bevar-ugent vloaz
- Girolama Borgia (1469–1483), marvet da bevarzek vloaz
Pevar bugel all en doe Rodrigo Borgia gant Giovanna Cattanei, lesanvet Vannozza:
- Giovanni Borgia (1475-1497), anavezet ivdez evel eil Dug Gandia,
- Cesare Borgia (1475-1507),
- Lucrezia Borgia (1480-1519)
- Gofredo Borgia
A-hend-all en doa ur serc'h ofisiel, Giulia Farnese (1474 - 1524), gwreg d'un Orsini.
Goude e varvAozañ
Goude marv Alesant VI ez eas pouez an tiegezh war zisteraat, ha kalz anezho a zistroas da Spagn.