Girolama Borgia
Girolama Borgia (en italianeg) pe Jerónima Borgia (e katalaneg) (Roma, 1469 – Roma, 1483) zo ur vaouez a renk uhel ha bastardez d'ar pab Alesant VI.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ar c'hardinal Rodrigo Borgia ha d'ur vaouez dianav hag e serc'h dezhañ a-raok Vannozza Cattanei. Koshoc'h e oa eget he fevar hantervreur hag he hanterc'hoar:
- Giovanni Borgia, ganet e 1474, dug Gandia
- Cesare Borgia, ganet e 1475, marvet e 1507,
- Lucrezia Borgia, ganet e 1480, marvet e 1519,
- Goffredo Borgia de Gandia, pe Jofré en katalaneg (1481 – 1516).
Bevañ a rae Girolama e Roma. Evel bugale Vanozza Cattanei he devoa madoù ha titloù.
E Genver 1482, da drizek vloaz eta, e voe dimezet da Giovanni Andrea Cesarini. Mervel a reas bloaz goude, e 1483.