Buffalo Bill
William Frederick Cody, lesanvet Buffalo Bill (Le Claire, tiriad Iowa, 26 a viz C'hwevrer 1846 - Denver, Colorado, 10 a viz Genver 1917) zo un haroz eus mare aloubadeg ar Far West er Stadoù Unanet. Brudet e oa evel chaseer ejened-moueek. Ren a reas ur gompagnunezh arvestoù hag a zeuas da Europa.
