Pony Express
Ar Pony Express a oa ur servij dasparzhañ al lizhiri war varc'h lakaet e plas e Stadoù-Unanet Amerika etre 1860 ha 1861.
Istor
kemmañE 1860 e oa diaes daremprediñ stadoù kornôg ar Stadoù-Unanet, evel Kalifornia hag Oregon a oa e kornôg-pellañ ar vro. Ret e oa treuziñ takadoù distro ha gouez evel ar Plaenennoù Bras pe ar Menezioù Roc'hellek[1]. Betek-neuze e veze kaset al lizhiri etre reter ha kornôg SUA e-barzh rederigoù. War-dro 25 devezh a oa ret evit en ober.
Ar Pony Express a voe savet gant ar Central Overland California and Pikes Peak Express Company.[2] E bal a oa liammañ en un dek devezh bennak an 3.200 km a oa etre Saint-Joseph (Missouri) ha Sacramento (Kalifornia) oc'h implijout marc'hegerien[1]. Kregiñ a reas ar veaj kentañ d'an 3 a viz Ebrel 1860.
Daoust d'an araokadennoù kaset gant ar Pony Express, ne zeuas ket an embregerezh en doa krouet anezhañ a-benn da c'hounit marc'had dasparzhañ lizhiri gouarnamant ar Stadoù-Unanet, a gendalc'has gant ar sistem rederigoù. E miz Here 1861 e voe digoret al linenn telegraf kentañ etre ar meurvor Atlantel hag ar meurvor Habask[2]. Ne oa ket ampletus ar Pony Express, ha chom a reas a-sav d'ar 24 a viz Here 1861.
Ar chaseour hag aktour Buffalo Bill a gemeras perzh er Pony Express.
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (en) DI CERTO Joseph, WALLENFELDT Jeff, Pony Express, war Encyclopaedia Britannica, 02/04/2024 (lennet d'ar 17/05/2024)
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) Hervez lec'hienn an National Pony Express Association (lennet d'ar 17/05/2024)