Brezel Ferrara
Brezel Ferrara pe Brezel an Holen (Guerra del Sale en italianeg) a c'hoarvezas etre 1482 ha 1484 hag a echuas gant peoc'h Bagnolo, sinet d'ar 7 a viz Eost 1484. Enebet e oa Ercole Iañ d'Este, dug Ferrara, hag e dad-kaer Ferdinando Iañ Naplez, ouzh Republik Venezia ha Stadoù ar Pab, dindan Sist IV.
Istor
kemmañE Gwengolo 1480 e oa erruet Girolamo Riario e penn Forlì. Klask a rae kreskiñ galloud ha domani an tiegezh Della Rovere, ha soñjal a rae e dugelezh Ferrara. Fellout a rae dezhañ lakaat Republik Venezia da ober brezel d'an dugelezh. En amzer-se e klaske Venezia kreskiñ he douaroù war an douar-bras. Ouzhpenn-se e oa displijet bras o welout Ferrara oc'h ober holen e Comacchio rak hervez an emglevioù ne oa aotreeet kenwerzh an holen nemet da Venezia.
E 1482 e voe disklêriet brezel gant Venezia ouzh Ferrara, ma rene an dug Ercole Iañ, hag a rae kenwerzh an holen.
E penn arme Venezia e oa ar c'h-condottiero Roberto da Sanseverino, a sailhas war douaroù Ferrara hag a lakaas Adria en arigrap, a gemeras Comacchio, a gemeras Argenta war lez ar paludoù hag a lakaas seziz war Ficarolo en miz Mae.
Feur-emglev
kemmañGant Feur-emglev Bagnolo, sinet d'ar 7 a viz Eost 1484 e voe echuet ar brezel. Ercole a zilezas Rovigo, e Polesine, kollet adal an deroù, ha Venezia a dennas he soudarded eus Ferrara. Kreskiñ he douaroù war an douar-bras a reas Venezia.
Skeudennoù
kemmañ-
Ar pab Sist IV