Veronica Franco (1546-1591) a oa ur gourtizanez ha barzhez e Venezia ar XVIvet kantved.

Poltred Veronica Franco, gant Paolo Veronese.
Tud zo a gav gante eo Veronica Franco a zo bet livet amañ, en daolenn anvet Gwener Urbino, gant Tizian.

He buhez

kemmañ

Kourtizanez

kemmañ

Daou zoare kourtizanezed a oa anavezet e Venezia d'an ampoent : ar gourtizanez onest (cortigiana onesta), ur plac'h a zeskadurezh, hag ar gourtizanez sklerijenn (cortigiana di lume) a oa tostoc'h d'ar c'hast a hiziv, a rae o micher war-dro ar Ponte di Rialto (Pont ar Rialto)[1]. Veronica Franco a oa moarvat unan eus ar rumm uhelañ, met ne oa ket an hini onesta nemeti, hag ouzhpenn dezhi a c'halle fougeal kaout deskadurezh e Venezia ar XVIvet kantved., ma ne oant ket holl barzhezed evelti. He mamm a oa kourtizanez, ha ganti e teskas ar vicher. Gouzout a rae tennañ gonid eus he ferzhioù korf ha spered evit ober un dimeziñ pinvidik. Yaouankik e voe dimezet d'ur medisin, Paolo Panizza, met da fall ez eas an dimeziñ. Evit bevañ eta e rankas mont da gourtizanez (cortigiana) gant ar vondianed. Daremprediñ a reas pennoù bras, hag ur pennad e voe gant ar roue gall Herri III. Meneget eo hec'h anv e-touez ar gwellañ kourtizanezed el levr Il Catalogo di tutte le principale et piu honorate cortigiane di Venezia.

E 1575, pa oa kouezhet ar vosenn war Venezia, e rankas Veronica Franco kuitaat kêr, ha koll bras a reas dre ma voe preizhet he zi hag he madoù e-pad an daou vloaz ma voe pell ac'haleno. E 1577, pa zistroas, e rankas en em zifenn dirak lezvarn an Inquisition a damalle dezhi bout sorserez, un dra ordinal a-enep d'ar maouezed-se en amzer-se. A-benn ar fin e voe didamallet, ha sur eo e oa abalamour ma voe skoazellet gant tud uhel a anaveze e kêr Venezia.
Goude-se e kouezh an deñvalijenn war he buhez. Kollet e oa ganti he finvidigezh, mervel a reas he mignoned ha skoazellerien. N'ouzer ket hiroc'h met gallout a reer krediñ e varvas er baourentez. [1]

Testenioù skrivet

kemmañ

E 1565, pa oa 20 vloaz, e oa anv Veronica Franco er Il Catalogo di tutte le principale e più honorate cortigiane di Venezia, ul levr a venege anvioù, chomlec'hioù, ha prizioù gisti brudetañ Venezia; d'he mamm eo e ranked reiñ an arc'hant. Da 18 vloaz e oa echu he dimeziñ, mamm ur bugel e oa. Pemp all he do, ha tri anezho a varvo en-vihan.

Dre ma oa unan eus ar più honorate cortigiane en ur gêr binvidik e vevas Veronica Franco en aezamant e-pad he buhez, pe dost, nemet n'he doa ket gwarez evel ar maouezed dereat ha ret e oa dezhi kavout an tu d'en em dennañ. Studiañ a reas ha klask garezourien e-touez an dud desket. Er bloavezhioù 1570 e oa ezelet en ur c'helc'h lenneien brudet e Venezia, e kemere perzh e kaozeadegoù hag e kenlaboure da sevel dastumadoù barzhoniezh.

E 1575 e voe embannet levr Veronica Franco, anvet Terze rime, ennañ 18 capitoli (lizhiri e gwerzennoù) diwar he dorn, ha 7 gant gwazed evit he meuliñ. Er bloaz-se en-eeun e kouezhas ar vosenn war Venezia. Daou vloaz e padas. Rankout a reas Veronica kuitaat kêr, ha madoù a gollas rak preizhet e voe he zi. E 1577 e kinnigas da guzul Kêr Venezia sevel un ti-degemer evit ar maouezed paour ha hi a vije renerez, met nac'het e voe he c'hinnig. A-benn neuze e oa ganti da sevel he bugale dezhi hag he nized a oa emzivadet goude ar vosenn.

Hec'h oberennoù

kemmañ

Daou levrad barzhoniezh zo bet savet ganti:

  • Terze rime e 1575;
  • Lettere familiari a diversi e 1580.

Berzh a rae en he div vicher. Sevel a reas ivez un ensavadur evit kourtizanezed hag o bugale.

Catherine McCormack an hini e oa Veronica Franco er film Dangerous Beauty e 1998 (anvet Padrona del suo destino en Italia; 'A Destiny of Her Own' e broioù zo), diwar levr Margareth Rosenthal.

  • Pa vezomp armet ha gourdonet e vezomp gouest da gendrec'hiñ ar wazed hon eus daouarn, treid, hag ur galon evelto ivez; ha petra bennak ma vezomp tener ha gwan, ez eus gwazed tener hag a c'hall bezañ kreñv ivez ; ha re all hag a zo rust ha garv a zo tud aonik. Ar maouezed n'o deus ket komprenet kement-se c'hoazh, rak ma fellje dezho ober, e c'halljent stourm ouzhoc'h betek ar marv; hag evit diskouez deoc'h eo ar wirionez e vin an hini gentañ oc'h ober, da vezañ ur skouer d'ar re all.—Veronica Franco [2]

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Margaret F. Rosenthal discusses this distinction in her article, see below.