Gwener ha Kupidon
Gwener ha Kupidon | |
Diego Velázquez, 1648 | |
eoullivadur war lien | |
122,5 × 175 cm | |
National Gallery, Londrez | |
Londrez | |
Gwener ha Kupidon zo un eoullivadur, 122,5 cm x 175 dezhañ, graet etre 1644 ha 1648 gant al livour spagnol Diego Velázquez, hag anavezet e spagnoleg evel La Venus del espejo ("Venus ar melezour" ; The Toilet of Venus, The Rokeby Venus e saozneg).
Emañ war ziskouez en National Gallery Londrez.
An daolenn
kemmañEmañ an doueez Gwener, doueez ar gened, en he noazh hag en he gourvez o sellout outi hec'h-unan er melezour dalc'het gant he mab Kupidon, doue ar garantez.
Ral e oa livañ korfoù noazh e Spagn en amzer Velázquez p'edo an Inkizision war ziwall
E gwirionez e welomp he dremm peogwir emañ o sellout ouzh an den a zo o sellout outi.
Un daolenn hep he far eo dre ma'z eo ar poltred nemetañ eus ur vaouez en he noazh gant Velázquez, ha ma ne oa bet nemet div daolenn a-seurt-se, en holl d'an holl, e-pad ar XVIIvet kantved e Spagn.
Pennad kar
kemmañ- Gwener he melezour, gant Tizian e 1555