Gwener ha Kupidon gant ur satir
taolenn gant Antonio da Correggio
Gwener ha Kupidon gant ur satir zo un daolenn graet war-dro 1528 gant ul vour italian eus mare an Azginivelezh, e anv Antonio Allegri da Correggio. Gwelet e c'hall bezañ e Mirdi al Louvre e Pariz, e Bro-C'hall.
Goulennet e voe al livadur gant Federico II Gonzaga, dug Mantova. Ennañ e weler Gwener en he c'hened o kousket gant he mabig Eros, pe Kupidon. A-dreñv dezho ez eus ur satir o tiflukañ.
Da gentañ e voe komprenet e oa an doue Yaou an hini a oa o tegouezhout gant Antiope rak en neuz-se e oa Zeus pan eas da skrapañ an nimfenn.
Ul liamm bennak a oa sur-mat etre al livadur-mañ ha Skoliata Kupidon, a zo bremañ en National Gallery Londrez.