Vulkan (Vulcanus e latin) eo doue roman an tan, kevatal da Hefaistos, e mojennoù Hellaz kozh. Gov e oa ha gantañ e veze goveliet armoù an doueed dindan ar menez Etna, e Sikilia, pe en Enez Vulcano.

Vulkan, delwenn graet e 1838 gant Herman Wilhelm Bissen (1798-1868). Mirdi Thorvaldsen, København.
Vulkan ha Venus, gant Bartholomäus Spranger (1546–1611)

Mojennoù kemmañ

Mab eo da Yaou ha Junon, hervez Homeros. Hervez Hesiodos avat (Teogonia, 928-929), eo bet ganet gant Junon hec'h-unan, dre zial, abalamour ma en devoa Yaou ganet e verc'h Minerva hep skoazell maouez ebet.
Dimezet e oa bet d'ar Fulenn Aglaia a-raok bout pried da Wener ivez.

Bugaleaj kemmañ

Ganet e oa pavgamm, ha taolet e voe diwar lein an Olimp gant e vamm mezhekaet goude bezañ ganet ur mab ken divalav, evit ma ne vije gwelet gant hini ebet eus an doueed all. Er mor e oa kouezhet, setu n'en doe ket poan, ha tennet e voe eus ar mor gant div nimfenn, merc'hed da Okeanos, Thetis hag Eurinome. Nav bloaz e chomas en ur vougev don, gant ar merc'hed a rae war e dro, ha diskouez a reas pegen ampart e oa da c'hoveliañ bravigoù dezho, gwalinier ha torkoù. Kuzhet e veze gant ar mor, ma ne veze gwelet gant doue ebet ha hini anezhe ne ouie pelec'h e oa, war-bouez an div nimfenn eta.

Homeros avat a gont ez eo Yaou e-unan a skoas Vulkan eus lein an oabl. Un deiz e fellas dezhañ kastizañ e wreg Junon he devoa lakaet ur gorventenn da sevel evit ober e stal da Herkules, mab bastard d'he fried. Abalamour da se en devoa ispilhet anezhi e-kreiz an aer. Vulkan avat, dre druez outi, ac'h eas d'he distagañ. Ker e koustas dezhañ e druez. Yaou a grogas ennañ dre e dreid hag a skoas anezhaén dre an aer. A-hed an deiz e oa bet Vulkan o ruilhal en oabl pa gouezhas en enez Lemnos, ma voe dastumet ha prederiet gant tud an enez. Diwar ar mell lamm-se e oa bet torret e zivhar, ma chomas kamm da viken.

Ar gador aour kemmañ

Un deiz edo Junon o pourmen war an douar hag en em gavas gant div vagerez Vulkan. Pa welas ar bravigoù ken brav a oa gante e c'houlennas an doueez a belec'h e teuent. Respontet e voe dezhi e vezent graet gant ar bugel o devoa dastumet ha savet. Ha Junon da vont d'e gaout. Pa welas e oa tort ar bugel e komprenas e oa ar mab he devoa skoet e-maez an Olimp gant ar vezh. Kaozeal brav a reas ouzh he mab da c'houlenn bravigoù bravoc'h eget ar re a oa er c'hovel en-dro dezhi. Ha Vulkan, droug ennañ outi moarvat, d'ober dezhi ur gador aour. Plijout a ra ar gador brizius da Junon kenañ, hag azezañ a ra warni. Neuze eo stardet e-barzh ha n'hall ket tec'hel, Vulkan hepken a c'hall he dieubiñ. Fent o doe an doueeed, hervez Homeros, pa glevjont kaoz eus an abadenn.

Ar roued kemmañ

Un deiz e klevas e oa doganet gant e wreg. Gwiañ a reas ur roued metal ha tapout a reas Meurzh ha Gwener gantañ a-greiz ma oant kousket er gwele. pa zihunjont e weljont doueed an olimp oc'h ober goap oute, hag ouzh an dogan ivez kenkoulz all.


Pried kemmañ

Dimezet e oa bet d'ar Fulenn Aglaia a-raok bout pried da Wener. En Ilias avet eo an doueez C'haris an hini e oa pried dezhañ.

Hervez Nonnos, en Dionusiaka, e oa tad da Eros, pe Cupidon.

Vulcanalia kemmañ

Lidet e veze ar Vulcanalia d'an 23 a viz Eost, ha kinniget e veze pesked ha loened bihan taolet en tan.


Arz kemmañ

E meur a daolenn gant Diego Velázquez, Rubens, Tintoretto pe Giovanni Battista Tiepolo e weler anezhañ en e c'hovel gant e skoazellerien Kikloped ha ramzed. Eno e teu Gwener d'e gaout da c'houlenn armoù evit Eneas. A-wechoù e weler anezhañ oc'h en em gavout gant e wreg oc'h ebatal gant he dousig.



Vulkan ha Birmingham kemmañ

Liammoù kemmañ


 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.