Minerva
Minerva (Μινέρβα en henc'hresianeg), merc'h da Yaou, a oa anv an doueez Atena gant ar Romaned.
Doueez ar furnez, ar brezel, ar skiantoù, an arzoù e oa, hag ivez hini an dimezioù, hag ar ganedigezhioù.
Hogen diaes kavout doareoù disheñvel etre doueez Hellaz kozh ha hini Roma.
Doueez roman
kemmañDont a ra an anv Minerva eus hini an doueez etrusk Menrva. Mesket e vije bet an anv gant o ger "mens" (spered) dre ma’z eo ivez doueez ar meiz.
Gant an anv Minerva Medica, e voe gwarezerez ar vezeien.
E Roma e veze enoret war ar menez Kapitol, adalek an 19 betek an 23 a viz Meurzh, deizioù a oa bet anvet Quinquatria, war-lerc'h Idoù Meurzh. Gouelioù all a oa, ar Minusculæ Quinquatria, war-lerc'h Idoù Mezheven, d'an 13 eus ar miz, gant fleütourien, a veze alies el lidoù relijiel.
E 207 kent JK e voe savet ur gevrenn barzhed hag aktourien da ober lidoù e templ Minerva war ar menez Aventin. En o zouez e oa Livius Andronicus. Ur seurt kreizenn sevenadurel a bouez e oa templ Minerva an Aventin da arzourien ar Republik Roman. Enoret e veze Minerva er menez Kapitol, e templ Minerva Medica, ha gant Yaou ha Junon e oa e Triad ar C'hapitol (Triada capitolina).
Azeulet e veze ivez er "Delubrum Minervæ", un templ savet war-dro 50 kent JK gant Pompeius e-lec'h ma voe savet diwezahtoc'h iliz Santa Maria sopra Minerva, tost d'ar Piazza della Minerva a vez gweladennet hiriv nepell diouzh ar Pantheon.
Lennegezh
kemmañUr pennad diwar he fenn zo el levr De mulieribus claris gant Boccaccio.