Nonnos Panopolis

(Adkaset eus Nonnos)

Nonnos Panopolis (Νόννος pe Νόννος ο Πανοπολίτης e gregach, diwar νέννος / nénnos « eontr»), ganet e Panopolis, en Egipt, er Vvet kantved, a oa ur barzh a skrivas e gregach.

Oberennoù

kemmañ

Bez ez eo unan eus oberourien egiptat e amzer a oa troet gant barzhoniezh Hellaz, evel

Dionusiaka

kemmañ

Skrivañ a eure an Dionusiaka (Διονυσιακά / Dionusiaká e gregach), un dastumad meurganoù, daou strobad 24 c'han oc'h ober anezho, gant mojennoù kontet diwar-benn Dionysos, savet gantañ etre 450 ha 470.

E penn-kentañ pep kan ez eus ur c'hinnig d'ar Muzezed. Savet eo ar skridoù hervez reolennoù ar retorik ha klask a reont keveziñ gant skridoù Homeros.

Embannadur kentañ

kemmañ

Un dornskrid diembann a voe kavet er XVIvet kantved e Tarenta gant Sambucus hag embannet prestik goude gant Christophe Plantin.

Kristen

kemmañ

Goude-se e troas Nonnos da gristen hag e savas un Aviel hervez Yann e gwerzennoù ( hexamètres dactyliques).

Embannadurioù

kemmañ
  • Dionysiaca, nunc primum in lucem edita, ex bibliotheca Joannis Sambuci pannonii. Cum lectionibus & conjectururis Gerarti Falkenburgii Noviomagi & Indice copioso, Christophe Plantin, Antwerpen, 1569.