Giulio Romano
Giulio Pippi de’ Jannuzzi, lesanvet Giulio Romano (Roma, ~1499 – Mantova, 1añ a viz Du 1546), (gallekaet e anv gant ar C'hallaoued e Jules Romain) a zo ul livour, tisavour, ha kinkler italian en amzer an Azginivelezh italian, unan eus ar c'hentañ orbidourien. Diskibl muiañ karet Raffaello e oa.
E vuhez
kemmañP'edo e Roma, hag atav e stal-labour Raffaello Sanzio, e reas an darn vuiañ eus murlivadurioù loggias ar Vatikan (diwar dresadennoù e vestr, e stanze ar Vatikan ur stroll delwennoù er murlivadur anvet Tangwall ar Borgo, hag an darn vrasañ eus kambr Constantin. Kenlabourat a reas ivez da ginklañ terest ar Palez Farnese. Gant Giovan Francesco Penni e voe susitour Raffaello pa varvas e 1520.
Goude skrap Roma e 1527 hamarv ar pab Leon X, erbedet ma oa gant Baldassare Castiglione, ez eas Giulio da gêr Mantova, ma chomas betek fin e vuhez skoazellet gant an Tiegezh Gonzaga. Gant ar markiz Frederico II Mantova e voe urzhiet Palez an Te, savet eus 1526 da 153', ken al livadurioù, ken an aozerezh.
Ur skouer eus an arz an orbidourien e teuas ar palez-se da vout prim gant kolonennoù gwalennet.
Goulennet e voe Giulio da labourat evirt roue Bro-C'hall Frañsez Kentañ, met a-benn ar fin eo ur c'henlabourer dezhañ e Palez an Te, Francesco Primaticcio, a eas di, hag a grouas skol Fontainebleau gant Rosso.
Ober a reas ivez kalz a dresadennoù, ha darn anezho, a zo bet engravet gant Marcantonio Raimondi, zo anavezet evel I Modi (Ar Modoù ), a servijas da skeudenniñ barzhonegoù skoemp ar barzh Aretino, a skrive en ur yezh diwisk diwar-benn ar c'hoant a reizh.
Mervel a eure e Mantova, goude krouet gantañ unan ag illurañ kreizennoù an orbidouriezh.
Oberennoù
kemmañ- La Madonna col Bambino e san Giovannino (war-dro 1516), eoullivadur war goad, 29 cm x 25 cm, mirdi al Louvre, Pariz
- La Sacra Famiglia (war-dro 1518), eoullivadur war goad, 147,4 cm x 116 cm, Madrid, Musée du Prado.
- Madonna col Bambino e san Giovanni Battista (war-dro 1518-1523)), eoullivadur war goad, Dinedin, National Gallery of Scotland.
- Santa Maria Maddalena sostenuta dagli angeli (war-dro 1520-1521), eoullivadur war lien, 165,1 cm x 236,2 cm, Londrez, National Gallery.
- Madonna col Bambino (1520-1522), eoullivadur war goad, 195 cm x 77 cm, Florence, Mirdi an Ofisoù.
- Sacra Famiglia (war-dro 1520-1523), eoullivadur war goad, Los Angeles, J. Paul Getty Museum.
- I simboli degli Evangelisti (war-dro 1520-1525), eoullivadur war goad, 22 cm x 22 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
- Cristo in gloria, la Vergine, san Giovanni Battista e santi (1521-1522 ca)), eoullivadur war goad, 134 cm x 98 cm, Parma, Galleria Nazionale.
- Madonna col Bambino (1522-1523), eoullivadur war goad, 37 cm x 30,5 cm, Galerie nationale d’art antique, Roma.
- Madonna col Bambino e sant'Anna (Madonna della Gatta) (1523 war-dro), eoullivadur war goad, 171 cm x 143 cm, Naplez, Gallerie Nazionali di Capodimonte.
- Donna allo specchio (1523-1524), eoullivadur war lien trasportata su tavola, 111 cm x 92 cm, Moskov, Mirdi Pouchkin.
- Due amanti (1523-1524 ca), eoullivadur war goad, trasferito su tela, 163 cm x 337 cm, Saint-Pétersbourg, musée de l'Ermitage.
- Santa Margherita (war-dro 1528), eoullivadur war goad, 185 cm x 117 cm, musée du Louvre, Paris
- Nascita di Bacco (war-dro 1530), eoullivadur war goad, Los Angeles, J. Paul Getty Museum.
- Adorazione dei pastori e santi (1532-1534), eoullivadur war goad, 275 cm x 212 cm, mirdi al Louvre, Paris
- Plutone sul carro (war-dro 1532-1536), eoullivadur war lien, 92 cm x 62 cm, Vienna, Kunsthistorisches Museum.
- Trionfo di Tito e Vespasiano (1537), eoullivadur war goad, 120 cm x 70 cm, mirdi al Louvre, Paris
-
Palez an Te, Mantova.
-
Palez an Te, Mantova
talbenn, 1526-1534 -
Palez an Te, Mantova
porzh diabarzh, 1526-1534
Dave ha notennoù
kemmañ
Gwelout ivez
kemmañLiammoù diabarzh
kemmañ- Kontet eo e vuhez gant Giorgio Vasari en e levr Le Vite .