An Erōtes, anavezet ivez dre an anv latin Amores ("karantezioù", pe "An daou seurt karantez ") zo un diviz e gregach, ur seurt " disput " etre daou zen, da c'houzout petra eo ar gwellañ, karantez merc'hed pe karantez paotred, hag an hini diwezhañ eo a zo trec'h.

Ar memes danvez a zo meret e-barzh Amatorius, oberenn Ploutarc'hos, hag a echu en un doare disheñvel, gant ar gentel kontrol-mik.

Lakaet eo bet an oberenn war gont Lukian, met hiriv e vez lavaret n'hall ket bezañ Lukian abalamour ma n'eo ket e zoare da skrivañ. Neuze e vez lakaet dindan anv ur pseudo-Lukian .

Brudet eo an Erōtes ivez abalamour ma'z eo deskrivet enne Afrodite Knidos, delwenn brudet Praksiteles.

Troidigezhioù

kemmañ