Disput
Un disput zo ur ganaouenn fentus diwar-benn daou zen o tamall an eil d'egile da ober tra pe dra. A-wechoù, e-lec'h tud e vez loened pe traoù.
Disputoù anavezet
kemmañ- 1838
- E Canaouennou gret gant eur C’hernewod :
- Divis entre eur c’hliant yaouanc ac eur risquerès coz[1].
- 1875
- E Feiz ha Breiz :
- Disput etre fermour ha piker mean, gant Paul ar Velchenec
- 1890
- E Soniou Breiz-Izel dastumet gant Fañch an Uhel, hag el levr e kaver Son ar baourentês, ma lenner :
- Tostaët, compagnonès, ha gant patiantet
- Deut da glewet eun disput, a zo newez zavet,
- ’Zo grêt ’tre ar baourentès hac ar binvidigès,
- ’Clasq goûd pini anezhe c’honeje ar procès.
- 1910
- E Kroaz ar Vretoned, savet gant Jañ-Mai ’n Nent :
- 1935
- Moueziou an Abardaë-Noz gant Hollsent ar Garreg, ma kaver
- Disput etre daou Vreizad pe Disput etre eur Breizad aet en kêr hag eur Breizad manet war ar maez [2].
- 2012
- Er bladenn Tost ha pell, gant Annie Ebrel ha Laurent Jouin e kaver an disputoù-mañ :
- • Disput etre ar verc'h hag ar vamm
- • Disput soubenn al laezh
- • Disput an Tregeriad (skrid Jañ-Mai ’n Nent ?) :
- • Disput etre an heol hag ar glav
- • Disput ar c'hernevad
- • Disput etre ar martolod hag e vestrez
- • Disput etre an dour hag an tan.
Re all
kemmañ- Tablen ar butun, XVIIvet kantved. Kavet e-touez dihelloù Kervarker.
- Disput etre an aotrou hag ar peizant, bet kanet gant Loeiz Roparz
- Disput entre Simon ar Gontel Gam ha Pol ar Pri var sujet ar Butun : Dediet da guement Fri-Butun, Fumerien ha Fumerezet, Chiqerien ha Chiqerezet a zo e Breiz-Izel. https://www.bretania.bzh/portail/doc/MEDIATHEQUESQUIMPERCOMMUNAUTE/oai-oai.quimper-bretagne-occidentale.bzh-QUIMPER-1-377091
- Disput etre Pol ar butuner ha Simon ne vutun ket. https://tob.kan.bzh/chant-01654.html.
- Disput ar martolod hag al labourer, bet dastumet e Plouneour-Traezh.