Marevezh Edo zo ur prantad eus istor Bro-Japan a oa stabil ha peoc'hus a-walc'h dindan ren strizh ar c'hlann Tokugawa en Edo[1]. Kregiñ a ra war-dro 1600, pa gemer Tokugawa Ieyasu ar galloud goude Emgann Sekigahara, hag echuiñ a ra war-dro 1868 gant an adsav Meiji.

Tokugawa Ieyasu, kentañ shōgun ar Marevezh Edo

An Dokugawaed er galloud

kemmañ

E 1603, an impalaer Go-Yōzei (1571-1617) a lakaas Tokugawa Ieyasu da shōgun ; daou vloaz diwezhatoc'h, e 1605, Ieyasu a zilezas e garg evit he zremen d'e vab ; boulc'het e oa an dinastiezh Tokugawa neuze.
Diaes a-walc'h e voe d'ar re Dokugawa startaat o c'hrog war ar vro. E deroù ar bloaz 1609, ar shōgun a aotreas Shimazu Tadatsune (1576-1638), daimyō Satsuma-han ("Damani Satsuma") da aloubiñ Rouantelezh Ryūkyū, an enezeg a zo etre Kyūshū hag Enez Taiwan : nac'het he devoa ar rouantelezh paeañ truaj d'ar shōgunelezh nevez peogwir e paee trujaj da Sina dija, goude meur a anoazh all abaoe m'he devoa nac'het kemer perzh en aloubidigezh Korea. E miz Meurzh e krogas an emgannoù, hag e miz Mae e voe trec'h Tadatsune. Betek 1872 e voe Rouantelezh Ryūkyū ur Stad dizalc'h hag a rente gwazoniezh koulz da Sina ha da Satsuma-han[2],[3].

Ar shōgun Ieyasu a lakaas seziz war Osaka (miz Du 1614 – miz Genver 1615 ha Mae – Mezheven 1615) evit mougañ enebebiezh klann Toyotomi, a voe faezhet betek mont da get[4].

Er bloaz 1615 end-eeun ez embannas ar shōgunelezh en Edo un aradennad lezennoù, en o zouez ar buke shohatto (武家諸法度, "Lies krafoù lezennel a-zivout an tiegezhioù brezeler") a vestronie an daimyō[5], hag ar sankin kōtai (参覲交代/参覲交替, "Kemm en aketusted") a redie pep daimyō da vout en Edo bep eil bloaz[6] ; daoust d'al lezenn e kendalc'has an daimyoed da vout emren war o domanioù[1]. Buan e troas Edo da vout kêr bobletañ ar bed[6] Ar shōgunelezh a stalias ur bodad kuzulierien gozh, ar rōjū (老中 "kozhiad") renet gant un tairō (大老 "kozhiad meur") evit he c'huzuliañ, ha samouraied a voe lakaet da vurevidi[4]. Arc'hant bras a veze roet d'an impalaer e Kyōto, met pep galloud politikel a voe lamet digantañ..[1]

Didruez e voe ar shōgunelezh Tokugawa da lakaat ar peoc'h da ren er gevredigezh. Lakaat a raed kastizañ pep felladenn, bras pe vihan, dre dibennidigezh, kroazstagadur pe boazhadur : doujet-kenañ e oa pep samourai, pa c'helle lazhañ un dinobl abalamour d'an disterañ dismegañs ; ar felladennerion a renk uhel a veze rediet da seveniñ seppuku[6].
Dre ma veze gwelet ar gristeniezh evel ur galloud gourdrouzus e voe moustret, betek bout lakaet er-maez lezenn a-c'houde emsavadeg Shimabara (島原の乱 Shimabara no ran, miz Kerzu 1637 – miz Ebrel 1638), ma savas kouerion ha samouraied katolik enep an heskinadur a-berzh daimyō an domani Shimabara e Kyūshū.

Japan a brenn an nor ouzh an estren

kemmañ

Adalek 1633 betek 1639, ar bakufu dindan ren ar shōgun Tokugawa Iemitsu (1604-1651) a embannas politikerezh ar sakoku (鎖国 "chadenn ar vro"), a dalvezas betek 1854 : sparlet e voe Japan ouzh an estrenien, berzet e voe ouzh Japaniz mont d'an estrenvro, ha berzet e oa sevel listri keinvor[7]. Dre ar sakoku e voe lakaet un dermen da levezon bolitikel tost pep galloud estren e Japan, ha finvezh lec'h kantvedel Portugaliz e voe.[6]
Izelvroiz (protestanted anezho) e voe an Europiz nemeto a voe gouzañvet e Japan ; aotreet e voent da virout ur c'hontlec'h en Enez Dejima, un enezenn 9 000 m² bet savet gant an dud, a oa bet e dalc'h Portugaliz nepell diouzh Nagasaki. Sina ha Korea e oa an div vro all a oa aotreet da genwerzhañ[6]. Kalz levrioù estren e voe berzet o gwerzhañ e Japan.[1]

Degouezh ar Shogunelezh

kemmañ

E dibenn an XVIIIvet kantved e krogas ar shōgunelezh da wanaat[6]. Echu e oa gant an araokadennoù er gounezerezh[4], ha dister e voe mererezh an naonegezh Tenpō (天保の飢饉 Tenpō no kikin) a skoas Japan adalek 1833 betek 1837[6]. Un emsavadeg kouerion a oa e gor, ha nebeutoc'h a delloù a zeue e kefioù ar gouarnamant[4]. Ar shōgunelezh a grennas gopr ar samouraied, a oa paour un niver bras anezhe dija hag o deveze alies un eil micher evit skoulmañ ganti[5]. Dizale e voe lod anezho, aet er-maez pep framm, o fichañ diskar shōgunelezh ar c'hlann Tokugawa[8]
. D'an hevelep mare e teue mennozhioù Europa ar C'hornôg d'ar bobl dre ar rangaku (蘭學 "studioù izelvroat") degaset gant levrioù eus an Izelvroioù[1]. Ar mezeg Sugita Genpaku (1733-1817), da skouer, a implijas teknikoù kornôgel evit kemmañ ar c'healioù japanat a-fed korfadurezh an den[9]. Gouizieion all a voulc'has al luskad kokugaku (國學 "studioù broadel") evit distreiñ d'ar pezh a lakaent da "dalvoudegezhioù broadel" : enebiñ ouzh an nevez-konfusianegezh sinaat a veze skoret gant ar shōgunelezh Tokugawa, hag adlakaat an impalaer er galloud dreist ar shōgun, evel ma veze kelennet gant ar relijion shintō en ur ober dave da orinoù Japan : Oadvezh ar Speredoù (神代 kami-yo), kent Jimmu, an impalaer kentañ, diskennad eus Amaterasu, doueez an Heol, hag eus Susanō, he breur, doue ar c'horventennoù[10].

Diwezh ar Shogunelezh

kemmañ

Tousmac'h bras a savas e Japan e 1853 pan erruas ul lestraz eus ar Stadoù-Unanet renet gant ar c'homodor[11] Matthew C. Perry (1794-1858). Kaset e oa bet da Japan gant gouarnamant SUA evit terriñ emglozadur ar vro. Ar shōgunelezh n'he devoa difenn ebet enep ar c'hanolioù modern, hag e rankas neuze plegañ da urzhioù en estrenien nevez : reiñ aotre d'al listri amerikan d'en em bourveziñ ha da ober kenwerzh e porzhioù Bro-Japan[6]. Galloudoù ar C'hornôg a redias an dierniezh Qing e Sina, Impalaeriezh Rusia ha Japan da sinañ ar pezh a voe anvet "feurioù-emglev digempouez" gant Sinaiz ; Japan a voe rediet da lezel Kornôgiz da ober o annez er vro, hep lakaat kresk war prizioù ar marc'hadourezhioù enporzhiet ha ne oant ket aotreet kas Kornôgiz dirak ul lezvarn[1]
. Pa ne c'halle ket ar shōgunelezh enebiñ e voe brouezet kalz Japaniz, re ar Su dreist-holl[6]. Dindan levezon al luskad broadelour kokugaku, kalz samouraied a savas a-du gant al lugan son'nō jōi (尊皇攘夷 "Azaouziñ an impalaer, argas ar varbared") enep ar shōgunelezh hag an alouberion, gant harp daou zaimyō eus Chōshū ha Satsuma er Su[10]. E miz Eost 1866, nebeut goude bout lakaet da shōgun, Tokugawa Yoshinobu (1837-1913) en devoe poan o sioulaat an emsavadeg a oa c'hoazh e gor[12]. Er bloaz 1868, an daou zaimyō eus ar Su a gendrec'has an impalaer Meiji (1852-1912), 16 vloaz, hag e guzulierion da embann un daskrid a c'houlennfe diwezh ren ar shōgunelezh Tokugawa, ar pezh a voe graet. Dizale ez kerzhas armeoù Chōshū ha Satsuma betek Edo, ha boulc'het e voe Brezel Boshin (戊辰戦争 Boshin sensō), a badas eus miz Genver 1868 betek miz Mezheven 1869 ha finvezh ar shōgunelezh Tokugawa.[6]

Kevredigezh ha sevenadur

kemmañ

Levezonet-don e oa klann Tokugawa gant an nevez-konfusianegezh a skorent. Rannañ a rejont ar gevredigezh e peder rann, ar peder micher (士農工商 shì nóng gōng shāng) evel e Sina : shī (士 "klezeour"), nóng (農 "labourer-douar"), gōng (工 "artizan") ha shāng (商 "marc'hadour"). A-zisrann e chome ar samouraied, a venne heuliañ ar bushidō (武士道), "hent ar c'hadour"[13].

A-hed kentañ kantved ren ar c'hlann Tokugawa e kreskas poblañs Japan daougement, betek tri milion a dud, abalamour d'ar gounezerezh dreist-holl ; stabil e chomas betek diwezh ar marevezh[4]. Hentoù ha pontoù a voe savet, lamet e voe ar gwirioù treizh warno, un doare moneiz hepken a voe skoet, kement-se holl a lakaas ar c'henwerzh da vleuniañ[4]. Muioc'h a dud a voe er c'hêrioù, met tost da 90% eus ar boblañs a oa o chom war ar maez[14],[1]. Diorroet e voe ar varregezh da lenn, da skrivañ ha da gontañ e-touez kêriz koulz ha maezidi. Kalz skolioù prevez a voe savet, en-dro d'an azeuldioù pergen, ha hepdale e voe 30% a dud desket — moarvat ar feur uhelañ er bed d'ar mare-se.[6] — ha dre-se e kreskas kalz an niver a levrioù embannet, betek kantadoù bep bloaz[14]. A-fet gouzout kontañ, muioc'h-mui a dud a voe gouest da reiñ o oad gwirion, ar pezh a oa a-live gant Europiz ar C'hornôg. A-hed an XIXvet kantved e veze gouest 100% a Japaniz da gontañ reizh. A-drugarez d'an izel ma oa an dislennegezh enni e c'hallas Japan ober finborte er c'hantved da-heul[15].

 
Sugita Genpaku

A-feur ma pinvidikaas ar genwerzhourion a-hed ar Marevezh Edo e krogjont da bostañ arc'hant er sevenadur hag er gevredigezh[16],[17]. Lod anezho a oa madoberourion a rene ur vuhez vlizelour a veze graet ukiyo (浮世 "bed war neuñv") anezhi[10], alese an arz ukiyo-e (浮世絵 "skeudennoù eus ar bed war neuñv") hag al levrioù ukiyo-zōshi (浮世草子 "levrioù eus ar bed war neuñv"). Ar c'hentañ seurt levrioù japanek a blijas kalz d'an dud e voe ar re-se[10].

Poblek ivez e teuas da vezañ ar pezhioù-c'hoari kabuki (歌舞伎) hag ar margodennoù bunraku (文楽)[10]. Alies e veze c'hoariet ar pezhioù-se gant kouta (小唄 "kanaouennoùigoù") ha sonerezh ar shamisen (三味線), ur benveg-seniñ a erruas e Japan e 1600[18]. An Haiku (俳句) e voe an doare barzhoniezh pennañ, Matsuo Bashō (1644-1694) ar mestr anezho[10]. Ur vicher nevez a voe evit ar merc'hed : hini ar geisha (芸者), anezho arzourezed a ouie kanañ, seniñ ha kendivizout gant o arvalien — gisti ne oant ket avat[19].

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 1,4 1,5 ha1,6 Perez, 1998.
  2. Turnbull 2006.
  3. Kerr 2018
  4. 4,0 4,1 4,2 4,3 4,4 ha4,5 Totman, 2014
  5. 5,0 ha5,1 McClain 2001.
  6. 6,00 6,01 6,02 6,03 6,04 6,05 6,06 6,07 6,08 6,09 ha6,10 Henshall 2012.
  7. Chaiklin 2013.
  8. Sims 2002.
  9. Walker 2015.
  10. 10,0 10,1 10,2 10,3 10,4 ha10,5 Hane & Perez 1991
  11. Ofiser er morlu e Breizh-Veur, en Izelvroioù pe er Stadoù-Unanet, dindan urzhioù un isamiral ; 1760, eus (nl) kommandeur, dre (fr) commandeur.
  12. Gordon 2009
  13. Collcutt 1983.
  14. 14,0 ha14,1 Jansen 2002.
  15. Baten 2016
  16. Karan 2005.
  17. Hirschmeier & Yui 1975
  18. Dalby 2000.
  19. Crihfield 1983.