Haiku
Haiku (japaneg : 俳句 haikeu) a zo ur ger bet krouet gant ar barzh Masaoka Shiki (1827-1902). Un doare barzhoniezh reolennet strizh a orin japanat eo.
Lavarout a reer ez eo ar barzh Bashō Matsuo (1644-1694) tad an haiku a anavezer bremañ. Kavout a ra an haiku e orin tanka (pe waka) a 31 more (un doare da droc'hañ ar sonioù resisoc'h eget ar silabennoù) graet gant un hokku a 17 more hag ur werzad 14 more. Bashō Matsuo a rannas ar stumm-se evit mirout al lodenn a 17 more a oa anvet hokku pe haikai. Ne ganer ket haiku pa ganer ar waka (pe tanka).
Ouzhpenn reolennoù diazez an haiku (ar seitek silabenn,an troc'h merket, ar ger mare-bloaz)e tispleg Malo Bouëssel du Bourg en e studiadenn (niverenn 412 Al Liamm) ez eus pevar ferzh e spered an haiku :
- fent hag emzalc'h dichek : Koag-koag ur vran/war rastell an tele/ganti ar wirionez (Annaig Kervella) ;
- skañvded ha freskded ;
- an diglink ;
- ar verglenn hag ar c'hemm-digemm.
Mistri japanat an haiku
kemmañSkrivet eo bet an anvioù en doare kornogat (anv bihan, anv-familh). Dre vras e vez anvet a vistri vrasañ dre o anv bihan nemetken (anv gwir pe anv-pluenn).
A-raok an haiku (haïkaï-renga)
kemmañ- Bashō Matsuo (1644-1694) anvet Bashō
- Chiyo-ni (1703-1775) anvet leanez Chiyo
- Buson Yosa (1716-1783) anvet Buson
- Issa Kobayashi (1763-1828) anvet Issa
- Ryōkan Taigu (1758-1831) anvet Ryōkan
- Shiki Masaoka (1867-1902) anvet Shiki
- Sōseki Natsume (1867-1916) anvet Sōseki
- Sokotsu Samukawa (1875 - 1954)
A-vremañ
kemmañ- Ippekirō Nakatsuka (1887-1946)
- Sekitei Hara (1886-1951)
- Hisajo Sugita (1890-1946)
- Sujū Takano (1893-1976)
- Kakio Tomizawa (1902-1962)
- Kōi Nagata (1900-1997)
- Hōsai Ozaki (1885-1926) anvet Hōsai
- Taneda Santōka (1882-1940) anvet Santōka
- Shūson Katō (1905-1993)
- Tōta Kaneko (ganet 1919)
- Ban'ya Natsuishi, ganet e 1955
"Mistri" vreizhat an haiku
kemmañMenegiñ a ra Malo Bouëssel du Bourg e-touez ar varzhed o deus savet haiku e brezhoneg : Paol Keineg, Youenn Brusk, Fañch Peru, Mai-Ewen, Fanny Chauffin, Annaig Kervella, Bernez Tangi (Sioulder ur mintinvezh goañv/ar filip war tavañjer ar puñs/ Ma buhez e klemm ar sailh Al Liamm niv 412). Ouzhpenn Malo e-unan e c'heller menegiñ ivez : Patrick Drean, Olöf Pétursdottir, Stefan Carpentier, Kirill, Mari-Soaz ar C'hozh.... Diaes e vefe menegiñ roll diniver a re a gemer perzh e kenstrivadegoù koulz e brezhoneg hag e gallaoueg pe c'halleg e Breizh, kalz a vugale hag a grennarded en o-zouez. Evit Fanny Chauffin ez eo an haiku "ur varzhoniezh poblek, pemdeziek..." (Al Liamm niv 412).
Kenstrivadegoù ha chaseadegoù haiku e Breizh
kemmañ- Taol Kurun, an 14vet kenstrivadeg a voe aozet e 2015 ; mont war lec'hienn Taol Kurun (taolkurun.free.fr)
- Pobl Vreizh/Le Peuple breton:unan e 2011 (niverenn570-571), dodenn : "an dour" ; unan e 2013 (niverenn 594-595, dodenn : "al lanv";
- Chaseadegoù haiku a vez aozet gant Alan Kervern : abadennoù ma vez roet tro d'ur vandennad tud kenlabourat evit sevel haiku a-stroll.
Levrlennadur
kemmañ- {fr}Fujii Kunihiko, La ronde des haïku, Ubapar, 2004, ASIN B00JSW7ZL8
(br) Koroll an haïku, troet gant A. Kervern ha Fañch Peru, Skol Vreizh, 1999, ISBN 978-2-911447-33-9
- {fr}Alan Kervern, Malgré le givre : essai sur la permanence du haïku, Éd. Folle Avoine, 1992, ISBN 978-2868100290
- {fr}Alain Kervern, Le Réveil de la loutre – Grand almanach poétique japonais, livre 2 : Le Printemps, Éd. Folle Avoine, 1992, ISBN 978-2868100610
- {fr}Alain Kervern, Haïkus des cinq saisons, Georama, 2014, ISBN 978-2915002539
- (br) Milena Krebs, Haruto, danevell verr bet embannet gant Keit Vimp Bev e 2014; ISBN 978-2-86824-217-4
- (br) Malo Bouëssel du Bourg, Daoulagad ar Werc'hez, teir danevell bet embannet gant Keit Vimp Bev e 2014 ; ISBN978-2-86824-222-8 ; unan anezho (Kouviadenn Tonton H.) a oa bet embannet e niverenn 382 Al Liamm (Gwengolo-Here 2010.
- (br) Maï Ewen, Bugel ar glav, danevell embannet e niverenn 407 Al Liamm, Du-Kerzu 2014. Bet adembannet gant Keit Vimp Bev e stumm ul levr evit ar vugale e 2015 (ISBN 978-2-86824-246-4)
- (br) Haiku, beaj e bihanañ barzhoneg zo er bed gant Malo Bouëssel du Bourg; Al,Liamm, niverenn 412, pp 11-24, 2015.
- (br)An haiku : benveg priziañ live yezh ha nerzh krouiñ ar vrezhonegerien ? gant Fanny Chauffin ; Al,Liamm, niverenn 412, pp 25-39, 2015.
- (br) Istor an haïku a-vremañ, troidigezh arnodskrid Alan Kervern Histoire du haïku contemporain, Skol Vreizh 2015 (ISBN 978-2-36758-038-8)
- (br) http://taolkurun.free.fr/pages/daouzek_reolenn.html
Filmoù
kemmañSavet en deus Ronan Hirrien ur film a-zivout an haiku e Breizh : Haiku en un tenn-alan ar bed. Skignet eo bet e-kerzh an abadenn Bali Breizh d'an 8 a viz Du 2015 da 10.55.