Fanny Chauffin
Fanny Chauffin, ganet e 1962, zo kelennerez, bet kelaouennerez evit an ABP, skrivagnerez vrezhonek dindan an anv Milena Krebs ha filmaozourez.
Tapet ganti un doktorelezh d'an 31 a viz Meurzh 2015 dindan renerezh Ronan ar C'hoadig e Skol-veur Roazhon 2 : Diwan, pédagogie et créativité : approche critique des relations entre pédagogie, créativité et revitalisation de la langue bretonne dans les écoles associatives immersives Diwan[1].
Aozerez Festival Taol Kurun etre 1995 ha 2014, prezidantez féa, bet prezidantez ha besprezidantez Kuzul Skoazell Skol Diwan Kemperle ha Cent pour un toit.
C'hoarierez er strollad "Fubudenn", strollad c'hoariva e brezhoneg hag e galleg.
Kanerez gant ar strollad FAMS hag ar c'houblad Colomer/Chauffin.
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv-bihan | Fanny |
Anv-familh | Chauffin |
Deiziad ganedigezh | 1962 |
Lec'h ganedigezh | Kemperle |
Yezhoù komzet pe skrivet | brezhoneg, galleg |
Micher | kelenner, enklasker, kazetenner, skrivagner |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel |
Rener tezenn | Ronan ar C'hoadig |
Kazetennerez e Ya !, Ar Men (pajenn e brezhoneg : Mai Ewen, Jean-Bernard Huon, Meuriad Berdewi, Mickael Bernadat, Anna Duval-Guennoc...), Al Liamm
Oberennoù
kemmañ- Levrig ar buhezour, 2004, asambles gant Katell Chantreau.
- Levrig an aozer, 2007, asambles gant Katell Chantreau.
- An dakennig c'hlav, 2007, Al liamm, n° 364, 2007.
- Poupenn, 2007, asambles gant Tinna Frakys
- Un, div, teir, 2009, asambles gant Mai-Ewen ha Riwanon Kervella
- Pikez blev ruz, 2009, a-gevret gant Denise Lefranc
- Yellowcake, 2010.
- Kroaz Hent, 2011, asambles gant Moran Dipode, Mai Ewen ha Tinna Frakys
- Daou dre gant, 2012
- Gad Nenenn, 2012
- Avanturioù Zett, asambles gant Denise Le Franc, 2013.
- Ma 400vet deiz-ha-bloaz, Al liamm, n° 401, 2013.
- Haruto, 2014
- Troioù kaer Gondolo, 2014, asambles gant Marguerite Paulet
- Ne ouie ket Lola / Lola ne savait pas, berrfilm, 2015[2]
- Bertsu ha kan-ha-diskan. Penaos adperc’hennañ (h)e yezh gant un arz poblek ?, Al liamm, n°410, Mae-Even 2015.
- An haiku : beñveg krouiñ ha doare da briziañ ul live yezh ?, Al liamm, n° 411, Gwengolo-Here 2015.
- Akina, asambles gant Marie Chiff'mine, 2016
- An tad seizh brec'h, asambles gant Marie-Françoise Castric, 2016
- Lizhiri Tetad, Keit Vimp Bev, 2017.
- Rap ar saout, Keit Vimp Bev, 2019
- 366 haiku, Keit Vimp Bev, 2020
E galleg
kemmañ- La pikez aux cheveux rouges, Keit Vimp Bev, 2010.
- Les aventures de Zett, asambles gant Denise Le Franc, 2015
- Diwan, 40 ans déjà !, Yoran embanner, 2017
- Entre rêves et réalités : les lycéens de Diwan. Revitalisation linguistique en breton et jeunes locuteurs , « Les langues régionales dans l’éducation à la diversité : les dispositifs à l’épreuve », L’Harmattan, 2016.
- 366 haiku, Keit Vimp Bev, 2020 (édition trilingue breton-français-gallo)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ (fr) Skrid an dezenn.
- ↑ (fr) Sciences en courts