Moran Dipode

skrivagner brezhonek

Moran Dipode, ganet e Kemper d'ar 29 a viz Mezheven 1988, zo ur soner breizhat ha skrivagner brehonek.

E vuhezAozañ

Mab eo da Alan Dipode. Goude bezañ bet skoliataet e skol Diwan Kemper, skolaj Diwan Kemper ha lise Diwan Karaez e voe studier e Skol-veur Breizh-Uhel hag e Skol-veur Gaillimh en Iwerzhon ma tapas ur master war ar brezhoneg hag unan all war ar saozneg.

Echu e studioù gantañ e labouras e burevioù Diwan a-raok kelenn saozneg e skolaj Diwan ar Releg-Kerhuon. Goude-se e voe kelenner e Skolaj Diwan Gwened
E 2018 ez eas da gelenn da Skol-veur Exeter, e Devon, Bro-Saoz.

LabourAozañ

Daou levr gouron-faltazi a zo bet kenskrivet gantañ ha gant Marianna Donnart

OberennoùAozañ

  • Brezel an Erevent, Priz ar gwellañ levr evit ar re yaouank e 2005.
  • Hudour an Tour Du. Priz ar gwellañ levr evit ar re yaouank e 2006.
  • Kemeret en deus perzh en dastumad lizhiri Karantez dispaket, An Alarc'h, 2007.

Liammoù diavaezAozañ