Ronan ar C'hoadig

sokiologour breizhat

Ronan ar C’hoadig (ganet e Sant-Brieg d'an 9 a viz C'hwevrer 1962 zo kelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2.

Desavet eo bet e rannvro Bariz en ur familh Bretoned. E 1978, hag eñ yaouank c'hoazh, e voe harzet gant ar polis, asambles gant e vreur Erwan, ha tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en FLB. Evel meur a hini all e voe gwennaet ha lezet da vont e 1981, goude dilennadeg François Mitterrand. Da c'houde en doa graet studioù en Institut d'études politiques e Pariz en 1986, ha kendalc'het en doa gant studioù skiantoù sokial. Kelenner lise e oa bet e Breizh e-pad pevar bloaz. Goude e oa bet anvet e penn TES, ma oa chomet e-pad seizh vloaz.

Un doktorelezh sokiologiezh en doa tapet e 1997 e Skol-veur Breizh-Izel, gant un dezenn diwar-benn an identelezh vreizhek[1]. Anvet e oa bet da vestr-prezegenner en ensavadur stummañ ar vistri e Sant-Brieg e 1999. Hag e 2010 e oa bet anvet da gelenner brezhoneg e Skol-veur Roazhon 2.

Bez' eo unan eus ar re a gas war-raok labourioù Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, gant ur bodad-studi e Roazhon war ar minorelezhioù anvet Ermine[2]. Prezidant ar gevredigezh Mignoned Anjela[3] eo ivez, ur gevredigezh hag a bled gant oberenn Anjela Duval.

NotennoùAozañ