Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Erwan ar C'hoadig zo bet kargiad en Ofis ar Brezhoneg, karget da lakaat ar brezhoneg da vezañ diorroet. Breur eo da Ronan ar C'hoadig.

Erwan ar C'hoadig
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Anv-bihanErwan Kemmañ
Anv-familhLe Coadic Kemmañ

Desavet e voe e rannvro Pariz gant ur familh eus Pempoull. Harzet e voe, evel e vreur, ha tamallet dezho bezañ izili eus an FLB. Amnistiet e voent o-daou, ha lezet da vont, hep prosez, goude dilennadeg François Mitterrand e 1981.

Implijet e voe gant Skeudenn e Roazhon adalek 1981 betek 2000.

Labour war dachenn ar brezhoneg

kemmañ

E miz Here 2000 e voe tutaet gant Ofis ar Brezhoneg[1] ha lakaet da benn an Ajañs Diorren ar brezhoneg ha ne voe nemet ur goprad en deroù, eñ e-unan (8 e 2022)[2].

Notennoù ha daveeennoù

kemmañ
  1. Krouet e oa bet an Ofis e 1999 dindan statud ur gevarzhe.
  2. Jean-Noël Potin, Les 22 ans d'Erwan Le Coadic au service de la langue bretonne, e-barzh Le Télégramme, 25 Du 2022