Mai Ewen

skrivagnerez brezhonek
(Adkaset eus Maï Ewen)

Huguette Gaudart, Mai Ewen hec'h anv-pluenn, zo ur skrivagnerez vrezhonek. He familh a zo a orin deus ar vro etre Skaer ha Banaleg[1].

Desavet eo bet divyezhek, ha kaset d'ar skol e galleg. D'an oad a dregont vloaz he doa desket skrivañ ha lenn brezhoneg gant Visant Seite, avat. Kenlabouret he deus evit sevel geriadur Pêr-Jakez Heliaz embannet e 1986, lec'h m'eo trugarekaet. Abaoe 2016 e labour ingal gant ar yezhourez Mélanie Jouitteau.

Oberennoù

kemmañ

E skolveurieg e oa skrivet hec'h oberennoù kentañ, embannet gant Emgleo Breiz. Abaoe 2004 e sav levrioù evit ar yaouankiz hag a vez embannet e peurunvan gant Keit Vimp Bev.

Levrlennadur

kemmañ

Danevelloù

kemmañ

Barzhonegoù

kemmañ

Romantoù evit ar skolajidi

kemmañ
  • Gwenn, pemzek vloaz..., Keit Vimp Bev, 2023, Priz ar yaouankiz 2023
  • Hañvezhioù, Keit Vimp Bev, 2004
  • Ur vleunienn war askell an avel, Keit Vimp Bev, 2008
  • Tri fenn melegan, Keit Vimp Bev 2008
  • Kroaz hent, Keit Vimp Bev 2012 ( Mai Ewen hag all )
  • Peskig ruz, Keit Vimp Bev 2012 ( Mai Ewen hag all )
  • An ti-karr liesliv , Keit Vimp Bev, 2013
  • Kevrin an enezenn , Keit Vimp Bev, 2013

Romantoù evit ar vugale

kemmañ
  • Me ha Titaw, Keit Vimp Bev, 2007
  • Nedeleg laouen ?, Keit Vimp Bev, 2008
  • Me, Nana Marina, Keit Vimp Bev, 2010
  • Yaouankiz Koantig Keit Vimp Bev, 2013

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveoù

kemmañ
  1. (en) Mélanie Jouitteau. "A practice-based approach to the documentation of a heritage language: speakers profiles and varieties of Breton", in Joe Eska, Peadar Ó Muircheartaigh, Silva Nurmio & Paul Russell: The Handbook of Celtic languages. Palgrave.